Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 14, bloaz 2020

30/03/2020 — 05/04/2020

kemmañ
Skrivañ un dra bennak er bevarzekvet sizhunvezh eus 2020 | An davarn | sizhun a-raoksizhun war-lerc'h

Doare-skrivañ

kemmañ

Sached eo bed va evezh gant evezhiadenn Bianchi-Bihan war ar bajenn-mañ. Klasked 'm eus kawed titouroù ouzhpenn ewid gouzoud hag-eñ e c'hellen ober gant ar peurunvan azasaet a glaskan implijed (diwar levr diwezhañ J-C Le Ruyet) ewid va eskemmoù personel (ober a ran evel just gant ar peurunvan klasel e-korf ar pennadoù hag ewid eskemmoù ofisiel). N'em eus ked kawed titouroù war ar bajenn Wikipedia:Doare-skrivañ war Wikipedia neuhe e c'houlennan plaen ha krak : ha droed zo implijed doareoù-skrivañ all (gant ma chomo komprenabl) war ar pajennoù kaozeadennoù pe dre vraz ewid an eskemmoù personel pe difenned eo ? Tamm kudenn ebed amañ, just 'klaskan doujañ d'ar reolennoù ;) --Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 09:37 (UTC)[respont]

E deroù Wikipedia, pemzek vloaz zo, e veze kavet pennadoù skrivet e meur a zoare. Buan a-walc'h avat e oa bet gwelet e rae ar braz eus an dud gant an doare-skrivañ peurunvan. Hag e 2007 e oa bet kemeret an diviz (dre ur votadeg) da implijout an doare-se hepken. Sellit ouzh Wikipedia:Kendivizoù_reolata/Wikipedia_e_peurunvan. --Llydawr (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 10:45 (UTC)[respont]
Bennozh dit evit ar resisadurioù, me soñje din e oa eus an diviz-se met ne gaven ket ken. Neuze e talvez war kement pajenn a zo, ouzhpenn ar pennadoù. Mat eo neuze, sklaer ! --Lekemok (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 11:27 (UTC)[respont]

Emaon o paouez krouiñ ar pennad-mañ, "awenet" gant ar pennadoù gallek ha saoznek. Kemeret em eus diwar ar pennad saoznek an div daolenn a zo keñver-ha-keñver er rannbennad Lay out. Met n'emaint ket keñver-ha-keñver er pennad brezhonek. Unan bennak a ouife penaos kaout kement-se?--Arko (kaozeal) 1 Ebr 2020 da 12:56 (UTC)[respont]