Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 18, bloaz 2014
28/04/2014 — 04/05/2014
kemmañ- Skrivañ un dra bennak en triwec'hvet sizhun eus 2014 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
War c'hallekaat /2
kemmañIskis eo...
- "N'eus ket eus ar bajenn-mañ" a zeu war wel pa dremenan al logodenn war liammoù ruz Kazetennerezh, ar pezh a zo reizh.
- "Page inexistante" a lennan pa ran heñvel gant liammoù ruz Pevar Mab Emon, Emgann ar Venta de Echávarri, Emgann Altsasu, bet savet nevez zo gant Implijer:Bianchi-Bihan.
- Ur bajenn dre zegouezh : brezhoneg.
- Leon ar Berr, Emgann Dulantzi, Tomás de Zumalacárregui, bet savet nevez zo gant Bianchi-Bihan ivez : brezhoneg – ne hañval ket ar gudenn bout ganet diwar PC Bianchi-Bihan, nemet en devije kemmet PC pe e c'hoarvezje a vare da vare war ur PC hepken.
Ha puraat krubuilh ar PC a zirouestlje ar gudenn ? — Sad Edgar (kaozeal) 4 Mae 2014 da 19:54 (UTC)
- Pevar Mab Emon : distroet eo ar brezhoneg goude ma 'm eus kemmet ar skrid.
- Lezet em eus ar pajennoù all bet meneget ganin evel m'emaint ; mar gall un implijer(ez) estreget Bianchi-Bihan o c'hemmañ da welet ha distreiñ a ra ar brezhoneg ivez ? — Sad Edgar (kaozeal) 4 Mae 2014 da 20:12 (UTC)
Traoù evel-se a welan abaoe ur pennad , ha galleg hepken tro-dro d'ar pennadoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mae 2014 da 20:29 (UTC)
- Graet em eus evel ma'z eus bet goulennet ha c'hoarvezout a ra ar memes tra ganin ha gant Sad Edgar. Hep kaout ar brouenn beursur em eus disfiz eus un dra bennak: eilañ/pegañ a ra BB diwar ar Wiki gallek, hag enporzhiañ a ra "an urzhioù gallek" da heul, ha chom a reont.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 4 Mae 2014 da 21:04 (UTC)
Deuet eo ganit! Gouzout a raen e oa me an hini a oa kaoz. Bianchi-Bihan (kaozeal) 4 Mae 2014 da 21:30 (UTC)