Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 19, bloaz 2014
05/05/2014 — 11/05/2014
kemmañNo one needs free knowledge in Esperanto
kemmañThere is a current discussion on German Wikipedia on a decision of Asaf Bartov, Head of WMF Grants and Global South Partnerships, Wikimedia Foundation, who rejected a request for funding a proposal from wikipedians from eowiki one year ago with the explanation the existence, cultivation, and growth of the Esperanto Wikipedia does not advance our educational mission. No one needs free knowledge in Esperanto. On meta there has also started a discussion about that decision.
- Thanks for bringing the news. This could well happen to other wikipedias, and to the Breton one for instance. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Mae 2014 da 10:53 (UTC)
Kartennoù ha daveennoù lec'hiañ
kemmañD'ar 1añ a viz Mae e oa bet cheñchet ar stumm da ginnig daveennoù lec'hiañ ar c'hêrioù e Wikidata. Da heul ar cheñchamant-se eo deuet lec'hiadur kêrioù Breizh ha Bro-C'hall da vezañ direizh er boestoù kelaouiñ (Patrom:Infobox kumunioù Breizh ha Patrom:Infobox kumunioù Frañs). Dre se e rankimp lakaat an hedred hag al ledred gant an dorn rak n'omp ket mestr war ar pezh ar c'hoarvez e Wikidata. --Yun (kaozeal) 6 Mae 2014 da 08:29 (UTC)
- Labour zo ! Reizhet em eus Roazhon, met gwelloc'h e vije rannañ al labour. A-du on evit ober war-dro kumunioù Penn-ar-Bed. — Sad Edgar (kaozeal) 6 Mae 2014 da 08:49 (UTC)
- Gallout a reer kavout an daveennoù lec'hiañ er pajennoù gallek kevatal da skouer (mont dre an etrewiki a gaver e tu kleiz ar pajennoù). Evel m'eo bet meneget gant Sad Edgar un tu bennak eo ret ober gant kenurzhiennoù Lambert (evit Roazhon e vo: hedred = -1.679444 ha ledred = 48.114722).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Mae 2014 da 08:53 (UTC)
- Kregiñ a rin-me gant kumunioù Bro-C'hall. --Yun (kaozeal) 6 Mae 2014 da 09:02 (UTC)
- Kerderc'hel a rin gant kumunioù Liger-Atlantel. --Yun (kaozeal) 7 Mae 2014 da 07:34 (UTC)
- Ul lodenn eus parrezioù Treger Vras a zo bet kempennet.--Prieladkozh (kaozeal) 7 Mae 2014 da 09:12 (UTC)
- Gallout a reer kavout an daveennoù lec'hiañ er pajennoù gallek kevatal da skouer (mont dre an etrewiki a gaver e tu kleiz ar pajennoù). Evel m'eo bet meneget gant Sad Edgar un tu bennak eo ret ober gant kenurzhiennoù Lambert (evit Roazhon e vo: hedred = -1.679444 ha ledred = 48.114722).--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 6 Mae 2014 da 08:53 (UTC)
Plijet on o c'houzout n'eo ket me zo kaoz ma'z eo aet a-dreuz lec'hiadur parrezioù Breizh. Salv ma pado. Bianchi-Bihan (kaozeal) 6 Mae 2014 da 10:50 (UTC)
- Echuet reizhañ holl gumunioù Penn-ar-Bed. Lec'hiadurioù reizh @ GPS mard eus ezhomm. — Sad Edgar (kaozeal) 7 Mae 2014 da 10:47 (UTC)
- Me soñj din e vo mat bremañ ar c'hartennoù gant an daveennoù lec'hiañ pourvezet gant Wikidata gant ma ne vo ket cheñchet ar stumm d'o c'hinnig c'hoazh. Gwell eo kendelc'her da lakaat an daveennoù lec'hiañ er patromoù Patrom:Infobox kumunioù Breizh ha Patrom:Infobox kumunioù Frañs evit parraat ouzh ar gwallsouezhadennoù a-berzh Wikidata. Trugarez deoc'h holl. --Yun (kaozeal) 7 Mae 2014 da 13:23 (UTC)
- Unan eus palioù Wikidata a zo kreizennañ seurt titouroù evit ma vo aesoc'h d'an holl implij anezho, brav vefe ober ganto deiz pe zeiz pa vo stabilaet an traoù eta. --Y-M D (kaozeal) 8 Mae 2014 da 16:41 (UTC)
Infobox pe boest ?
kemmañMe gav vil a-walc'h ober gant "Infobox" evit patromoù zo padal e klot mat-tre an termen "boest" gant spered ar patromoù-se. E lec'h "Patrom:Infobox Embregerezh" perak ne rafemp ket eta gant "Patrom:Boest Embregerezh" ? Me gav din e sikourfe a galz forzh peseurt implijer da gompren gwelloc'h mont en-dro hor wiki-ni. Petra soñj deoc'h ? A galon --Y-M D (kaozeal) 8 Mae 2014 da 19:35 (UTC)
- Din-me ez eo pouezusoc'h an endalc'had eget anv an endalc'her, ha n'on ket chalet gant "infobox". A galon, --Yun (kaozeal) 9 Mae 2014 da 08:50 (UTC) (lenner kozh Breizh info)
- Evel-just n'eo ket ur c'hemm meur, met kavout a ra din eo amsklaer "infobox", padal n'eo ket kement "boest". Aesoc'h da gompren eus petra zo kaoz evit an implijerien (ar re nevez dreist-holl). --Y-M D (kaozeal) 9 Mae 2014 da 21:52 (UTC)
Pa oa reizh
kemmañHervez an trec'hlider, pezh zo reizh zo reizh pa vez divizet gantañ, ha foeltr forzh ne ra gant reiñ displegadenn ebet: https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Concas&diff=1572722&oldid=1572721. Atav ken rok ha faeüs. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mae 2014 da 15:25 (UTC)
- «foeltr forzh ne ra gant reiñ displegadenn ebet». Diwar c'hoap an hini eo lavaret kement-se moarvat, p'eo-eñ a oa bet o cheñch "hep reiñ displegadenn ebet" [1].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Mae 2014 da 15:37 (UTC)
- Anat an abeg d'an hini a oar lenn: al liamm gant ur pennad kozh. Pa oa ken diaes-se da gompren eo bet resisaet amañ goude : https://br.wikipedia.org/w/index.php?title=Concas&diff=next&oldid=1572719. Met ar c'hoant da chikanañ a zo bet re greñv adarre. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mae 2014 da 15:41 (UTC)
«Met ar c'hoant da chikanañ a zo bet re greñv adarre.» Piv a gredo? A-boan teir munutenn goude ma'm bije roet lañs d'ar pennad, setu lakaet hep an disterañ displegadenn un "liamm dieeun" e-lec'h unan "eeun", ha skarzhet an anv okitanek evit lakaat an hini gallek, ha goude e teuer amañ da zistresañ ma anv ha da lakaat gerioù vil war ma chouk.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Mae 2014 da 16:31 (UTC)
- Ma oa un anv okitanek ne oa nemet lavarout, pell bras e oa a vezañ sklaer : n'eo ket d'al lenner da zivinout, d'an aozer pennadoù da c'houzout sevel e bennad, pe da zeskiñ ma ne oar ket. Gallek avat eo an anv ofisiel, an hini anavezet e Breizh (gwelout Sainte-Foy) ha hennezh ne oa ket er pennad. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mae 2014 da 17:07 (UTC)
- «Gallek avat eo an anv ofisiel» Biskoazh kemend-all, anvioù ofisiel a vije gant ar Republik laik evit ar sent hag ar sentezed eus ar c'hwec'hkorn? «an hini anavezet e Breizh», hama, n'eus nemet galleg ofisiel e Breizh gwir eo. Ur yezh a zo avat: ar brezhoneg, ha pa venner klask e kaver an anv brezhonek (ha ne oa ket ezhomm da glask pell: war Wikimammenn emañ) [2].--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Mae 2014 da 17:41 (UTC)
Pezh zo plijus gant an Trec'hlider eo ar spered a genlabour. Pa anavez an anv okitanek, ne ro ket anezhañ. Pa anavez anv brezhonek ar santez, ne ro ket anezhañ. Ma n'eo ket se lorc'h ha rogoni ! Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mae 2014 da 18:27 (UTC)
- Paouez a ran goude gwelout an ahatinerezh diwezhañ-mañ, mont kenkent da blantañ galleg (yezh ofisiel santel gwir eo) evit bro-Elzas: Sainte-Foy de Sélestat.--Trec'hlid mitonet (kaozeal) 10 Mae 2014 da 18:54 (UTC)
??? Pell e vezer erru ganti pa weler "ahatinerezh " (sic) (atahinerezh marteze?) en un anv ofisiel. Gwir eo, poent vez paouez gant traoù zo a-wechoù. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Mae 2014 da 19:02 (UTC)