Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 26, bloaz 2010
28/06/2010 — 04/07/2010
- Skrivañ un dra bennak er c'hwec'hvet sizhun warn-ugent eus 2010 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Lañset eo bet an diviz war talvoudegezh hag implijoù Bro-C'hall ha Frañs er bajenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Bro-C'hall pe Frañs ?. Pedet eo an holl implijerien da gemer perzh en diviz-mañ en ur reiñ o ali, en ur ober kinnigoù, en ur eskemm gant ar re all... Pa 'vo echuet an diviz e vo ur votadeg a-benn dibab ar stumm hag a vo implijet ganeomp hag an doare da implijout anezhañ war Wikipedia brezhonek. A galon --Y-M D (kaozeal) 28 Mez 2010 da 18:56 (UTC)
Aotreoù ar verourien ?
kemmañDre ma 'z eo lañset ar an diviz-mañ en em c'houlennan hag aotreet eo ar verourien da gemer perzh en eskemmoù ha da reiñ o ali ? Ha n'eo ket luskañ an diviz hep lavaret grik ebet eus ar pezh a soñjont ? Petra eo soñj ar gumuniezh war ar poent-se ? Trugarez deoc'h holl evit ho respontoù --Y-M D (kaozeal) 28 Mez 2010 da 18:56 (UTC)
- An holl a c'hell kemer perzh evel-just, ar verourien ivez neuze. (Ha Mimie Mathy ivez, m'he deus c'hoant.)--Gwendal 28 Mez 2010 da 19:06 (UTC)
Rencontre
kemmañ(Désolé de prévenir au dernier moment) Une rencontre de wikipédiens est prévu à Vannes ce dimanche 4 juillet, si quelqu’un veut se joindre à nous, merci de me prévenir par mail : nicolas.vigneron @ wikimedia.fr (organisation originale ici : Wikipédia:Rencontres/Ouest). A galon, VIGNERON 29 Mez 2010 da 08:31 (UTC)
- Je ne pourrai pas venir, mais je suis intéressé par les annonces de futures rencontres. Kouign-amann 30 Mez 2010 da 12:31 (UTC)
- Tu n’as qu’à suivre la page dont je donne le lien. Je repasserais pas ici l’annoncer de temps en temps. En général, on fait deux-trois rencontres en été mais cette année cela semble mal parti (RMLL à Bordeaux Wikimania en Pologne la semaine prochaine).
- Sinon, sur Rennes, on se rencontre tout les mardis soirs. A galon, VIGNERON 30 Mez 2010 da 15:54 (UTC)
Skoilh nevez ha koll amzer
kemmañAr stumm nevez d'ober al liammoù zo dispar evit gorrekaat labour ar saverien pennadoù: daougementiñ niver ar fiñvoù.
Un diskoulm: lezel al liammoù d'ober gant ar re a blij an dra-se dezho? Bianchi-Bihan 1 Gou 2010 da 20:13 (UTC)
- Petra eo ar « stumm nevez d'ober al liammoù » ? Kouign-amann 7 Gou 2010 da 09:23 (UTC)
- N'eo ket ur c'hemm "kod er bajenn, met an doare da lakaat anezho, gant an doare boest pa bouezer war skeudenn ar chadenn. Gwelloc'h e kavan e rafe an holl war-dro al liammoù, mod all e vo kollet amzer forzh pegement gant un nebeut re d'ober pep tra. --Y-M D (kaozeal) 7 Gou 2010 da 21:31 (UTC)
- Ne gomprenan ket. Gallout a rafes reiñ skouerioù ? E peseurt pajennoù e c’heller gwelet an daou stumm ? Kouign-amann 7 Gou 2010 da 22:08 (UTC)
- Me ivez ne gomprenan netra. Kemer ar ger br:wikipedia (en hon wiki-ni) hag ar ger simple:wikipedia, a zo er wiki "simple english". A-raok, betek pemzektez zo, er wiki vrezhonek, e oa evel e simple english: tra-walc'h pouezañ ur wech evit krouiñ ul liamm; bremañ e vez ret pouezañ div wech. Pa rankez krouiñ dek liamm en ur pennad eo ur c'holl amzer. Evit ar re ne savont pennad ebet n'eo ket tener marteze. Evit ar re a ra un toullad bemdez eo un torr-penn. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 01:45 (UTC)
- Ar wech-mañ e komprenan : abalamour d'an etrefas nevez eo. Pouez war « Distreiñ », e penn ur bajenn bennak, tost ouzh da anv kenlabourer, ha mont a raio kuit an diaezamant. Din-me ne ra forzh, peogwir ne glikan ket war ar seurt boutonioù-se, ne ran nemet gant ar c’hlavier. Da skouer e skrivan « [[Wikipedia]] », pe « [[Wikipedia|hor wiki]] ». Kalz buhannoc’h eo. Kouign-amann 8 Gou 2010 da 09:32 (UTC)
- An cheñchamant-se a zo bet degaset gant stumm nevez Wikipedia. Gwir eo e c'heller ober gant an dorn, pe mod all ez eus un doare boest dindan ar zonenn skrivañ e lec'h ma gaver ar simbol [[]] ha neuze e c'heller e implijout evel a-raok. Gant ma 'voa aesoc'h dit Bianchi. --Y-M D (kaozeal) 8 Gou 2010 da 09:58 (UTC)
- Ar wech-mañ e komprenan : abalamour d'an etrefas nevez eo. Pouez war « Distreiñ », e penn ur bajenn bennak, tost ouzh da anv kenlabourer, ha mont a raio kuit an diaezamant. Din-me ne ra forzh, peogwir ne glikan ket war ar seurt boutonioù-se, ne ran nemet gant ar c’hlavier. Da skouer e skrivan « [[Wikipedia]] », pe « [[Wikipedia|hor wiki]] ». Kalz buhannoc’h eo. Kouign-amann 8 Gou 2010 da 09:32 (UTC)
- Me ivez ne gomprenan netra. Kemer ar ger br:wikipedia (en hon wiki-ni) hag ar ger simple:wikipedia, a zo er wiki "simple english". A-raok, betek pemzektez zo, er wiki vrezhonek, e oa evel e simple english: tra-walc'h pouezañ ur wech evit krouiñ ul liamm; bremañ e vez ret pouezañ div wech. Pa rankez krouiñ dek liamm en ur pennad eo ur c'holl amzer. Evit ar re ne savont pennad ebet n'eo ket tener marteze. Evit ar re a ra un toullad bemdez eo un torr-penn. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 01:45 (UTC)
- Ne gomprenan ket. Gallout a rafes reiñ skouerioù ? E peseurt pajennoù e c’heller gwelet an daou stumm ? Kouign-amann 7 Gou 2010 da 22:08 (UTC)
- N'eo ket ur c'hemm "kod er bajenn, met an doare da lakaat anezho, gant an doare boest pa bouezer war skeudenn ar chadenn. Gwelloc'h e kavan e rafe an holl war-dro al liammoù, mod all e vo kollet amzer forzh pegement gant un nebeut re d'ober pep tra. --Y-M D (kaozeal) 7 Gou 2010 da 21:31 (UTC)
Peogwir ez eo ken aes ne vo ket kalz labour evit ar re a raio. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 11:28 (UTC)
Mont en-dro
kemmañMa'z aje en-dro an draig-mañ, evel er wikioù alamanek ha saoznek, e c'halljemp klevout ar ganaouen : Patrom:Multimedia Bianchi-Bihan 3 Gou 2010 da 06:00 (UTC)
- Klasket em eus gant http://br.wikipedia.org/wiki/Patrom:Selaou met ne zeuan ket a-benn. --Ex-Smith 3 Gou 2010 da 08:34 (UTC)
Mell-droad
kemmañ"Football Klub Naoned" pe "Football Club de Nantes" pe "Klub mell-droad Naoned" ? Ar goulenn a zo gwir ivez evit ar c'hluboù all ha pa 'vefent e Breizh pe get. Gwelloc'h mirout an anv ofisiel?--Gwendal 4 Gou 2010 da 14:18 (UTC)
- N'eus nemet klask penaos e vez lavaret en:Football Club Nantes Atlantique gant ar wki saoznek. Bianchi-Bihan 4 Gou 2010 da 16:15 (UTC)
- Pa welan kement-se e kavan eo sklaer an afer: ca:Football Club de Nantes Atlantique, da:FC Nantes, de:FC Nantes, et:FC Nantes, es:Football Club Nantes. Bianchi-Bihan 4 Gou 2010 da 16:35 (UTC)
- Sklaeroc'h:
- ne vo ket troet anvioù ar c'hleuboù n'emaint ket e Breizh.
- Troet e vo (hervez reolennoù da spisaat) gant adkasoù , ar re zo e Breizh. Ur wech ouzhpenn, ma ne vez ket troet ne vo kudenn ebet da zibab. Ha perak klub e-lec'h club, pe kleub? an holl a zistag kleub! Bianchi-Bihan 4 Gou 2010 da 16:40 (UTC)
Al liamm roet gant BB evit ar saozneg ne zegouezh neblec'h. Talvoudusoc'h e kavo lod moarvat gouzout penaos e ra ar gembraegerien evit Cardiff City F.C. [1] hag ar ouezelegerien evit Celtic Glasgow [2].--Trec'hlid mitonet 4 Gou 2010 da 16:45 (UTC)
- Reizhañ al liamm a oa aesañ tra da ober: un tammig diaesoc'h e vo treiñ anvioù ar c'hleuboù mell-droad. Piv a grogo? Awenet gant ar skouer gembraek roet dimp ( a zo "damofisiel" hag implijet er skingomz diouzh a ouzon) e vije : K. M. D. Roazhon (evit Kleub Mell-Droad Roazhon) ha K. M. D. Naoned Atlantel . Degemeret diouzhtu gant pep skingomz roazhonek ha naonedek. Bianchi-Bihan 4 Gou 2010 da 17:02 (UTC)
- "Football Klub Naoned" n'eo ket brezhoneg: saozneg eo. Bianchi-Bihan 7 Gou 2010 da 06:54 (UTC)