Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 27, bloaz 2010
05/07/2010 — 11/07/2010
- Skrivañ un dra bennak er seizhvet sizhun warn-ugent eus 2010 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
N'on ket ur mailh war an taolennoù. 10 tro zo bet gounezet gant Bretoned. Penaos lakaat se en daolenn? Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 16:04 (UTC)
- E-barzh an daolenn "Troioù gounezet hervez ar broioù"?--Gwendal 5 Gou 2010 da 17:25 (UTC)
- Dres. Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 17:26 (UTC)
- Ha gwelloc'h eo bremañ?--Gwendal 5 Gou 2010 da 17:41 (UTC)
- Eus ar c'hentañ. Trugarekaat. Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 17:45 (UTC)
- Ha gwelloc'h eo bremañ?--Gwendal 5 Gou 2010 da 17:41 (UTC)
- Dres. Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 17:26 (UTC)
Arz
kemmañ"Arz modern", "Arz arnevez" pe "Arz nevez"?--Gwendal 5 Gou 2010 da 17:23 (UTC)
- "Arz modern", "Arz arnevez", gant adkasoù hervezon. Bianchi-Bihan 5 Gou 2010 da 17:27 (UTC)
En alamaneg hag er yezhoù latin eo gwregel. Kinnig a ran ober kemend-all, ha merkañ sklaer er pennad wikipedia. Votiñ ma'z eus ezhomm. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 10:25 (UTC)
- Mar komprenan mat eo bet lakaet gwregel er yezhoù-se abalamour d'an dibenn -ia. E brezhoneg n'eus ket kalz a c'herioù a echu evel-se. Kavet e vez media a zo gourel (gwelet geriadur an Here), paranoia ha mania (ha moarvat 'z eus reoù all), hag an daou c'her-se 'zo bet lakaet de vezañ gourel ivez (gw. Geriadur ar bredelfennerezh) gant an aozer.--Trec'hlid mitonet 6 Gou 2010 da 11:50 (UTC)
Dibenn -ia ar ger media zo ul liester a orin, liester ar gerioù latin nepreizh en -um (nepreizh ha n'eo ket gourel). Paranoia zo gregach, ha gwregel er yezhoù latin. N'eo ket ret heuliañ skouerioù al latin marteze, met n'eo ket ret lakaat gerioù ral er yezh, evel paranoia, goude ma vent e geriadurioù brezhonek zo, da skouerioù : gerioù anavezetoc'h zo, Maria, Keltia, Germania, a zo gwregel e brezhoneg. Ouzhpenn-se ez eus er yezh gerioù a zo gourel ha gwregel, evel a garer: barzhoneg, priz, ment, garreli ... wikipedia n'emañ ket e geriadur ebet, a zo ur ger perc'hennet gant ar re a ra gantañ, gallout a reomp votiñ, evel er wikioù all. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 12:12 (UTC)
- Lakaet eo bet gwregel er Wikeriadur dija : Wikipedia. --92.158.241.160 6 Gou 2010 da 13:53 (UTC)
- Sed a zo ur "brouenn vac'h" p'eo ar memes den, ar memes deiz d'ar memes eur a zo bet o skrivañ kement-mañ war Wikieradur [1] ha kement-mañ war Wikipedia [2].--Trec'hlid mitonet 6 Gou 2010 da 15:37 (UTC)
An dibaboù-yezh a vez graet gant UN den atav da gentañ (ha ma re-me n'int ket dizanv), ha kement-se zo gwir evit gerontofiliezh evel evit miliadoù all. Ma ne blij ket dibaboù un den e c'haller kaozeal anezhe: pep tra a c'hall bezañ kemmet e wikipedia, gant arguzennoù, setu reolenn-diazez ar mont en-dro abaoe pell zo, ha kement-se a gavan yac'h. Betek-hen ne oa ket merket splann, diouzh a ouzon,
- pe reizh a oa d'ar ger wikipedia,
- na gant piv e vije bet graet un dibab all.
Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 17:14 (UTC)
- Gellet hon defe komz da gentañ ha klokaat an traoù goude, ha n'eo ket silañ ur mennozh da gentañ. Kendalc'homp gant an eskemm hag e vo reizhet ma vez ezhomm. --Y-M D (kaozeal) 6 Gou 2010 da 20:28 (UTC)
- Kemm pe krouiñ ur pennad n'eo ket "silañ ur mennozh". Mat e vije ober gant ar gerioù a glot ouzh ar wirionez.
- Komz a-raok sevel ur pennad? A-raok pep pennad kement hag ober. N'eo ket evel-se e vo ket graet kalz a grampouezh 'm eus aon. Ma! Un ali personel eo, ha mat eo da gaout. Kinnig a ran ober ar memes evezhiadenn da grouer ar pennadoù Teleiofiliezh hag ar re all.
Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 21:55 (UTC)
- Me gav e klot ar ger silañ dre ma oa splann ne oa ket sklaer pep tra diwar-benn ar ger Wikipedia, hag e peus krouet ar pennad hep gortoz e vefe echu gant an eskemm zoken, e lec'h gortoz un nebeut devezhioù ha gwelet ma 'oa un diviz bennak a oa kemeret, hag en ober d'ar mare-se hepken.
- Goude ma grogez da hollekaat forzh penaos ar pezh am boa lavaret ha ma 'ra vad dit, 'peus nemet en ober. Met o komz eus ur skouer resis e oan ha splann e oa, ha ne oa ket kaoz eus sevel pennadoù met ur pennad resis en un aer-gelc'h resis ha goude un darvoud resis. Ha war a seblant e plij dit pa "glot ouzh ar wirionez", neuze ne vefe ket fall e lakaat e pleustr ivez. Gellout a rafemp marteze ober ar memes evezhiadenn da grouer ar pennadoù kinniget ganit, ma fell dit en ober... --Y-M D (kaozeal) 6 Gou 2010 da 22:07 (UTC)
- Mont a ran skuizh gant pismigadennoù difrouezh ha tamalloù dichek hag otus. En deiz all e oa ur c'henlabourer nevez o klask pe gourel pe gwregel e oa wikipedia. Ne'm boa ket gwelet kalz tud o tont da sikour sklaeraat. Goude klask em boa kavet mat a) respont dezhañ, b) resisaat er pennadoù. Ma ne blij ket dit, gra gwelloc'h e-lec'h tamall ha "silañ" flemmadennoù aezet, evel an hini resis ha splann a welan uheloc'h. Bianchi-Bihan 6 Gou 2010 da 22:17 (UTC)
- Gwelet a ran eo gourel ar ger Wicipedia e kembraeg [3].--Trec'hlid mitonet 7 Gou 2010 da 07:59 (UTC)
Marteze eo poent ober roll ar goulennoù :
- Daoust hag-eñ ez eus bet divizet d'ur mare bennak pe seurt reizh, pe jener, e oa wikipedia da vezañ e brezhoneg?
- Mar deo bet divizet, pegoulz, pelec'h, gant piv?
- Mar n'eo ket bet, e c'hall pep hini ober pezh a gar. Marteze eo mat lezel an traoù evel-se ha lezel pep hini d'ober pezh a gar?
Ar re a gav n'eo ket mat a c'hallo kinnig votiñ. A-du e vin ganto. Bianchi-Bihan 7 Gou 2010 da 08:17 (UTC)
- Un doare all a c'hallfe bezañ, an hini pleustrek. Petra eo an implij gant ar wikipedourien hag ar re all? Googleataomp evit gwelet ha gourel eo en implij ("wikipedia brezhonek") [4] pe gwregel ("wikipedia vrezhonek") [5]. Sklaer eo an disoc'h. Daoust ha talvezout a rafe ar boan mont da eilpennañ pep tra war zigarez eo gwregel en alamaneg hag e yezhoù romanek 'zo?--Trec'hlid mitonet 7 Gou 2010 da 11:54 (UTC)
En un doare pleustrek setu un ali a-du gant chom hep divizout. Mat din: pep hini a ra pezh a gar. Pa vo goulennet gant unan bennak e vo ret respont eo mat an daou, netra ken. Bianchi-Bihan 7 Gou 2010 da 15:46 (UTC)
- Sevel a ran a-du ivez gant an doare-se d'ober. Eeunaat a ra an traoù, hag ez personel e kavan diaes divizout eus reizh ur ger nevez savet ha diwar meur a dra disheñvel. Mat eo mod-se. --Y-M D (kaozeal) 7 Gou 2010 da 19:48 (UTC)
- Pa vez un diviz ne vez ket ret d'an dud n'o devez ali ebet kemer perzh ennañ. A-hend-all, peogwir eo mat an daou, ez eus un efed : bez e c'hall neb a gar kemm pezh a gar evel ma kar. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 01:18 (UTC)
- A-benn klozañ gant hon eskemm : ar pezh am boa c'hoant diskouez a oa eo gwelloc'h gortoz e vefe bet kemeret un diviz gant ar gumuniezh a-raok ober kemmoù a denn d'ar sujed-se. Bremañ e c'hell neb hini skrivañ traoù liammet gant reizh ar ger Wikipedia. --Y-M D (kaozeal) 8 Gou 2010 da 09:09 (UTC)
- Trawalc'h e oa gortoz 3 devezh evit sevel ar pennad ha klokaat re all, ha ne vefe bet kudenn ebet. --Y-M D (kaozeal) 8 Gou 2010 da 09:11 (UTC)
- Ma vije gortozet 3 devezh gant pep den pa deu c'hoant da sevel ur pennad eo 8000 pennad nebeutoc'h a vije bet savet ganin. Gant ar re all, n'ouzon ket. Evit an eskemmoù n'ouzon ket petra int hag ingal din e vijent kloz pe digloz, met evit kaozeal ne vez ket echu gwech ebet, er wikipedia-mañ evel er re all. Bianchi-Bihan 10 Gou 2010 da 08:16 (UTC)
- Pa vez un diviz ne vez ket ret d'an dud n'o devez ali ebet kemer perzh ennañ. A-hend-all, peogwir eo mat an daou, ez eus un efed : bez e c'hall neb a gar kemm pezh a gar evel ma kar. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 01:18 (UTC)
an Tauber / an Dauber ?
kemmañKrouet em-beus ur pennad diwar-benn Rothenburg ob der Tauber. Ne c'houzon ket hag-eñ ez eo "an Tauber" un droidigezh reizh evit "die Tauber". Hag-eñ ez eo gourel holl anvioù-stêrioù e brezhoneg ? An Tauber pe an Dauber ? Moarvat eo "an Tauber" ar stumm reizh, met me a fell din bout sur. Katolik Breizh 7 Gou 2010 da 00:56 (UTC)
- Lak an Tauber, ha ne vo kudenn ebet. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 08:32 (UTC)
- Trugarez, met ne respontez ket d'ar goulenn. Gourel pe venel ha perak ? --Katolik Breizh 8 Gou 2010 da 10:20 (UTC)
- Peogwir e c'hallfe ma respont bezañ tamallet din , goulenn digant ur merour. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 11:34 (UTC)
- Peogwir ec'h eus skrivet "din" emañ ar wirionez ganit, va mignon Bianchi : da respont a c'hallfe bezañ tamallet dit, met gallout a rafes lavarout "n'ouzon ket" ivez. Daoust pelec'h emañ ar verourion ? --Katolik Breizh 8 Gou 2010 da 20:06 (UTC)
- Peogwir e c'hallfe ma respont bezañ tamallet din , goulenn digant ur merour. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 11:34 (UTC)
- Trugarez, met ne respontez ket d'ar goulenn. Gourel pe venel ha perak ? --Katolik Breizh 8 Gou 2010 da 10:20 (UTC)
- Skriv dezho war o fajennoù, lakaomp Implijer:Y-M D pe Implijer:Benoni ha me oar. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 21:12 (UTC)
- Er bajenn Wikipedia:Roll ar verourien e kaver ur roll eus ar verourien. War ar bajenn Wikipedia:Goulenn ouzh ar verourien e c'haller skrivañ dezho ivez. Met n'eo ket ganto e vo graet un dibab war ur poent yezh evel-se. Pe e kaver ur respont er yezhadurioù, er geriadurioù pe e studiadennoù war ar brezhoneg, pe e vo ret kemer, a-stroll, un diviz war ar poent-se evit raktres Wikipedia. A galon, --Llydawr 9 Gou 2010 da 06:53 (UTC)
- Dedennus an afer a "zibab a-stroll" evit ar yezhadur: pa weler roud eus "dibab a-stroll" evit gouzout pe war-lerc'h ur virgulenn pe etre krommelloù e vo lakaet duged Normandi n'eus roud ebet eus dibab a-stroll jener wikipedia.
- Er bajenn Wikipedia:Roll ar verourien e kaver ur roll eus ar verourien. War ar bajenn Wikipedia:Goulenn ouzh ar verourien e c'haller skrivañ dezho ivez. Met n'eo ket ganto e vo graet un dibab war ur poent yezh evel-se. Pe e kaver ur respont er yezhadurioù, er geriadurioù pe e studiadennoù war ar brezhoneg, pe e vo ret kemer, a-stroll, un diviz war ar poent-se evit raktres Wikipedia. A galon, --Llydawr 9 Gou 2010 da 06:53 (UTC)
Neuze e kinnigan ofisielaat an dibab. Bianchi-Bihan 9 Gou 2010 da 07:33 (UTC)
- Respontet mat-kenañ en-deus Fulup. Bremañ eo sklaer ez eo gourel an holl anvioù-stêrioù e brezhoneg. --Katolik Breizh 10 Gou 2010 da 00:14 (UTC)
Gwir eo e vez lavaret "plantañ palioù" eus "marquer un but"? Bianchi-Bihan 7 Gou 2010 da 08:42 (UTC)
Anv direizh
kemmañAerporzhioù Đồng Hới a zo direizh, met ne welan ket pegiz kemm an anv...evit lakaat Aerborzh Đồng Hới... Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh 7 Gou 2010 da 10:14 (UTC)
- Me a blij din ar ger "nijva". --Katolik Breizh 7 Gou 2010 da 20:22 (UTC)
Klask àr-lerc'h ar stumm reizh
kemmañ... evit ul lec'h e Lannejenn:Saint-Quijeau (1426) : Vient de Saint-Citiaw. Avec Saint Yvinet, c’est un des deux manoirs entre Ellé et Isole portant un nom de saint. Trugarez en a-raok. A galon. Kadbzh 7 Gou 2010 da 10:59 (UTC) Kadbzh 7 Gou 2010 da 15:46 (UTC)
- N'eo ket un dra evel "Zan Kijaou" a vez lavaret gant tud ar vro ? --Llydawr 8 Gou 2010 da 11:24 (UTC)
- Geo. Kadbzh 8 Gou 2010 da 11:26 (UTC)
- A seblant din tost da sant ijo, a anavan a gostez Gwengamp. Bianchi-Bihan 8 Gou 2010 da 11:30 (UTC)
- Geo. Kadbzh 8 Gou 2010 da 11:26 (UTC)
Ur patrom talvoudus
kemmañN'ouzon ket ma 'oa anavezet gant lod ar patrom-mañ : Patrom:Implijout patromoù, emaon me o paouez dizoloiñ anezhañ. Setu neuze ur patrom dedennus evit ar re hag a sav patromoù nevez pe hag a gempenn patromoù a zo outo dija. D'am soñj e tegas lennusted d'an doare implijout hag urzhiañ a ra framm ar patrom. Gant ma 'vo talvoudus evit lod. A galon --Y-M D (kaozeal) 7 Gou 2010 da 22:05 (UTC)
Daveennoù ha kartenn
kemmañMarteze eoar unan bennak lakaat daveennoù ur gêr da vezañ liammet gant ur gartenn, ne zeuan ket a-benn. Gwelout : Philippsburg 49° 14' 0 N 8° 27' 0 E. Kartenn : Germany location map.svg. --Ex-Smith 8 Gou 2010 da 08:44 (UTC)
- Ne c'helli ket en ober, nemet ma savfe unan bennak ar patrom a zere. Kroget 'm boa d'ober war-dro un tamm, met diaes ha luziet eo. Setu e oa Yun o vont d'ober war-dro, hag en doa kroget, met aet eo kuit neuze n'eo ket bet echuet al labour. Klask a rin teurel ur sell memestra, digarez. --Y-M D (kaozeal) 8 Gou 2010 da 09:05 (UTC)