Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 49 bloaz 2007
03/11/2007 — 09/12/2007
- skrivañ un dra bennak en navet sizhun ha daou-ugent eus 2007 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun a zeu
Labour kumuniezhel ar sizhun
kemmañ- 52 (-9) pennad a zo dirummad. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Pajennoù dirummad
- 22 (-10) rummad a zo dirummad. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Rummadoù hep rummadoù
- 2 (-8) pennad a zo dall, d.l.e. hep liamm diabarzh. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Pajennoù dall
- 3201 (-45) pennad n'o deus ket liammoù davet ar yezhoù all. Sellet amañ ouzh ar roll: Dibar:Pajennoù hep liammoù etrewiki
- Arabat disoñjal lakaat liammoù etrewiki d'ar rummadoù ivez.
Aet omp un tammig war-raok, kendalc'homp evel-se! Un dra bouezus eo lakaat rummadoù d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù! Pouezus-tre eo ivez lakaat liammoù etrewiki d'ar pennadoù ha d'ar rummadoù. Ret eo d'an holl kenlabourat evit lakaat ar sifroù-se da zigreskiñ, evit ma vije aesoc'h implij hon wiki. Trugarez deoc'h. A galon, Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 11:17 (UTC)
Politikerezh personel
kemmañEn un toullad wikipediaoù all e komzer c'hoazh eus traoù evel gwirioù ar genlabourerien, met er wikipedia brezhoneg ne vez ket kaozeet eus se, daoust da reolenn veur wikipedia, a zo diazezet war ar c'henemglev.
Diwar-benn afer al lieskontoù
- ez eus bet savet un "droidigezh" eus ur pennad saozneg o lezel traoù a-gostez, evel ali Jimmy Wales, pennsaver wikipedia.
- Anvet eo bet ar pennad Wikipedia:Mergodenn [1] (un anv tapet diwar ar saozneg ha ne glot ket amañ),
- lakaet eo bet da bennreolenn hep kaozeal,
- n'on ket a-enep frankiz pep hini da zisplegañ e soñj, gant ma talvezo evit pep hini evel just,
- Met n'haller ket lezel lakaat ur soñj personel da bennreolenn, evit sevel ur politikerezh hervez an imor, da implij hervez an imor, a-enep implijerien zo hervez an imor. Peogwir eo evel-se eo bet implijet ar "politikerezh ofisiel" (sic) personel: evit serriñ kontoù a zisplije, goude ma ne oa netra da rebech dezho.
Ali Jimmy Wales
kemmañ.
- Lavaret eo bet gant Jimbo Wales: "N'eus tamm politikerezh ebet enep da se
- (sklaeroc'h n'haller ket bezañ!) ,
- met peurvuiañ ne vez ket kavet "cool"
- (pezh n'eo ket "cool" n'eo ket difennet, ha difenn un dra bennak dre vras n'eo ket "cool" ivez)
- nemet un abeg mat a vije
- (an abegoù personel a zo abegoù mat a-walc'h evit dibaboù personel seurt-se, gant ma ne glasker ket o lakaat da reolenn d'ar re all hep o asant evel just)
- ha... kontoù lies ne vezont kudennoù nemet pa vezont un doare da lakaat dizurzh giz pe c'hiz. Da skouer, da lakaat da grediñ ez eus kenemglev, pe da votiñ meur a wech, pe da guzhat diouzh selloù an holl.
- sklaer ur wech all.
- Neuze, pa seller ouzh [Istor kemmoù ar bajenn "Wikipedia:Margodenn"] e weler:
- e vez nac'het ar gwir da gemm ur bajenn, ar pezh zo kontrol mik da ziazez wikipedia
- e vez savet "politikerezh wikipedia" gant un den hepken, kontrol da ziazez wikipedia, diazezet war ar c'henemglev.
Un dra zo sklaer: drougimplij ar galloud eo lakaat soñjoù personel da bennreolenn. Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 13:54 (UTC)
- Krouiñ lies-kontoù a zo aotreet, margodenniñ n'eo ket: daou dra disheñvel a grenn. Benoni (Kaozeadenn) 3 Kzu 2007 da 14:21 (UTC)
Istor ar bajenn?
kemmañPa glasker istor ar bajenn ne gaver nemet istor stumm ar bajenn: pelec'h e kaver istor skridoù ar bajenn? Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 17:16 (UTC)
Lieskontoù
kemmañKlasket em eus lakaat un ali disheñvel diouzh ali personel-ofisiel Neal er bajenn: Wikipedia:Margodenn :
- Setu ar respont kentañ: [[2]].
- Setu an eil respont: [[3]].
- Kentel A: N'hall ket n'eus forzh piv reiñ e ali.
- Kentel B: Kaozeal gant gourdrouz e-lec'h gant arguzennoù.
Peogwir e oa gourdrouz em eus klasket embann un ali disheñvel diouzh ali personel-ofisiel Neal en ur bajenn all anvet : Wikipedia:lieskontoù :
- Setu ar respont : [[4]]. Difennet d'un implijer digeriñ ur bajenn gaozeal amañ eta. Ne gredan ket emañ evel-se er wikipediaoù all, met mont a rin da welet.
- Lakaet eo bet ar bajenn en ur c'hornig distro eta: gallout a ra neb a garo dont da lavarout e ali. Implijer:Bianchi-Bihan/Lieskontoù.
Bianchi-Bihan 3 Kzu 2007 da 17:16 (UTC)
- Ret eo anzav ne gomprenan mann ebet: n'eo ket bet difennet ouzh implijer/ez ebet kaozeal na rein e/hec'h ali evel ma tiskwel ar fed ma vez roet da c'hoût da ali-te alies a-walc'h Neal (Kaozeal) 10 Kzu 2007 da 09:57 (UTC)
Kavet doc'h ar bajenn "Dilugañ"
kemmañDiluget oc'h bremañ. Gallout a rit kenderc'hel da implijout Wikipedia en un doare dizanv, pe en em lugañ en-dro gant un anv all mar fell deoc'h. [5] Meuleudi da Z. Karantez ha doujañs d'an holl. A galon. Klaod Kadbzh 5 Kzu 2007 da 16:27 (UTC)
- E-lec'h ma fell deoc'h e vije ret lakaat "ma fell d'ar Saver Reolennoù". Bianchi-Bihan 6 Kzu 2007 da 05:57 (UTC)