Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 50, bloaz 2024
09/12/2024 — 15/12/2024
kemmañ- Skrivañ un dra bennak en hanterkantvet sizhun eus 2024 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Kas logoioù war wikipédia e brezhoneg
kemmañDemat deoc'h,
Goût a ran ez eo posupl da gas logoioù war Wikipedia e galleg gant balizennoù "Marque déposée", gant ar pal implijout anezho war ur wiki resis hep na vijent kaset war Commons peogwir ne glot ket gant lezennoù ar broioù all.
Penaos ober kement all evit Wikipedia e brezhoneg ? Ar memes lezenn an hini eo, neuze e c'hellfemp ivez o implijout, met ne zeuan ket a-benn d'en ober.
Emaon oc'h ober tro ar chadennoù skinwel evit pinvidikaat pe grouiñ ar pennadoù, hag e vank din 4 logo evit poent d'an nebeutañ.
Unan bennak a ouife penaos ober ?
Trugarez
Brezhonegour (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 12:48 (UTC)
- Salud dit @Brezhonegour,
- E wikioù zo, an hini gallek hag an hini saoznek en o zouesk, eo bet divizet ober nemedennoù d’al lezenn. N’eo ket an holl a-du gant se ha rankout a ra bezañ tud a oar al lezenn mat prest d’ober war-dro ar c’hlemmoù. Ur wiki bihan eo ar wiki brezhonek, n’eus ket a skipailh a rafe en-dro d’an afer-mañ. Din e rankomp ober gant Commons ha netra all. Abaoe mizvezhioù emaon o tiverkañ ar restroù lec’hel, lakaat a ran restroù eus Commons en o lec’h pa gavan anezho.
- Setu amañ ur skouer a ziskouez pegen luziet eo an traoù : mediaoù zo a c’hell bezañ merket evel « domani foran » peogwir n’int ket « divoutin » a-walc’h (aotreet eo logoioù zo da chom war Commons evit an abeg-mañ). Displeget eo er bajenn-mañ, ha n’eo nemet unan eus kalz pajennoù a ranker lenn a-raok kregiñ da c’hoari gant traoù eus ar seurt-se. Alvokad n’on ket, ha ne fell ket din deskiñ ar vicher.
- @VIGNERON a oar an traoù-se mat, marteze e c’hellfe displegañ anezho gwelloc’h evidon. Huñvreüs (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 14:16 (UTC)
- Brezhonegour ya, ar 4 logo-mañ a c'hall moñt was Commons. A gln, VIGNERON (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 14:46 (UTC)
- Trugarez c'hwi ho taou evit ho respontoù, ha neuze @VIGNERON, pa gasan war Commons, goût a rit peseurt "license" on sañset lakaat peogwir n'eo ket unan "Commons" just a-walc'h ha ne vez ket asantet ar "fair use" war commons ? Brezhonegour (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 15:44 (UTC)
- Brezhonegour ret eo dibab "Cette photo ou vidéo n'est pas protégée par le droit d'auteur" hag en "Ajoutez le cas échéant une balise de domaine public spécifique." lakaat ar patromoù {{PD-simple}}{{trademark}}. A gln, VIGNERON (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 15:51 (UTC)
- Graet eo trugarez, spi 'm eus ne vo ket diverket bremañ ! Brezhonegour (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 16:05 (UTC)
- Brezhonegour ret eo dibab "Cette photo ou vidéo n'est pas protégée par le droit d'auteur" hag en "Ajoutez le cas échéant une balise de domaine public spécifique." lakaat ar patromoù {{PD-simple}}{{trademark}}. A gln, VIGNERON (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 15:51 (UTC)
- Trugarez c'hwi ho taou evit ho respontoù, ha neuze @VIGNERON, pa gasan war Commons, goût a rit peseurt "license" on sañset lakaat peogwir n'eo ket unan "Commons" just a-walc'h ha ne vez ket asantet ar "fair use" war commons ? Brezhonegour (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 15:44 (UTC)
- Brezhonegour ya, ar 4 logo-mañ a c'hall moñt was Commons. A gln, VIGNERON (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 14:46 (UTC)
Emaon o adsevel ar pennad, ha kudennoù zo.
- Adenvel ar pennad : Rakgerioù an SI abalamour d'an adkas SI → Reizhiad unanennoù etrebroadel.
- Brezhonekaet eo bet skritur lod rakgerioù etrebroadel el listenn ; kinnig a ran doujañ d'ar stummoù ofisiel, e.g. deci, hecto, yotta, zetta... ha menegiñ ar skrivadurioù brezhonek pa 'z eus anezho (deki, kanti, hekto...).
- Diglok eo al listenn : 4 rakger zo bet ouzhpennet gant ar BIPM e 2019, daou anezho o vezañ quetta (1030) ha quecto (10−30) a ranker lezel en o stumm etrebroadel el listenn ofisiel ; pezh zo, n'emañ ket C ha Q el lizherenneg peurunvan. Me o lezfe evel m'emaint peogwir e oar an dud o lenn (gwelit C, Q, ha Listennad lavaredoù latin).
- Un tired a ranker skrivañ goude ur rakger : kilo-, mega-, hag all, neuze e vefe ret adenvel Yota → [Yotta-] a-douez reoù all.
- Ur patrom "Rakgerioù an SI" a savin evit kempenn an holl bennadoù a denn d'ar rakgerioù-se.
Ha mat eo ar c'hinnigoù-se d'ar gumuniezh ? — Ar choler (kaozeal) 15 Kzu 2024 da 14:39 (UTC)
- Mat eo din dre vras.
- « Rakgerioù an SI »: a-du, rak SI eo ar berradur ofisiel etrebroadel.
- « Un tired a ranker skrivañ goude ur rakger : kilo-, mega-, hag all, neuze e vefe ret adenvel Yota → [Yotta-] a-douez reoù all. » — pezh a vefe mat din er Wikeriadur, hervez a welan ne vez ket graet e Wikipedia er yezhoù all war-bouez an hini saoznek.
- Huñvreüs (kaozeal) 16 Kzu 2024 da 08:27 (UTC)
- Trugarez dit ! — Ar choler (kaozeal) 16 Kzu 2024 da 08:55 (UTC)