Wilfred Mitford Davies

Wilfred Mitford Davies ( 23 a viz C'hwevrer 1895 – 19 a viz Meurzh 1966) a oa un treser kembreat. Labourat a reas evit ar gelaouennig bugale Cymru'r Plant da grouiñ danvez lenn d'ar vugale.

Ganet e oa e Porthaethwy, e sir Fôn, ha savet e kêriadenn Star, etre Llanfairpwll ha Gaerwen. Skoliet e voe e Llanfairpwll ha Llangefni, hag e soñj edo da vont da disavour. Soudardet e voe er brezel-bed kentañ, ha goude ar brezel ez eas da skol an arzoù da Liverpool (Liverpool School of Art). E deroù ar bloavezhioù 1920 e tistroas da Star. E 1922 e c'houlennas Ifan ab Owen Edwards digantañ krouiñ bannoù-treset evit e gelaouenn nevez Cymru'r Plant (Kembre ar vugale). Krouiñ a reas Toodles ha Twm y Gath ("Tom ar c'hazh") a voe embannet goude e Feiz ha Breiz ar Vugale.

Skeudenniñ a reas kalzig a levrioù bugale, evel Hen Ffrindiau, gant Edward Tegla Davies, e 1927, ha krouiñ bannoù treset. Darn anezhe a voe adkemeret goude e Feiz ha Breiz ar vugale. E 1939 e voe embannet Troiou droch Herveig Pennbrell ha Bizig e gaz, ul levrig tregont pajenn, gant skeudennoù Wilfred Mitford Davies, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow.

Livadurioù a reas ivez dreist-holl gwelvaoù eus menezioù Gwynedd. Mervel a reas e 1966 ha beziet eo e Llangefni.

Liammoù diavaez

kemmañ