William Brittain
William Brittain
William Brittain C'hwevrer 1945
Anv badez William Charles Brittain
Lesanvioù Carl
Deiziad ganedigezh
Aet da anaon
Lec'h ganedigezh
Bro Rouantelezh-Unanet
Sujidigezh Rouantelezh-Unanet

Trede Reich

Skourr Rouantelezh-Unanet

Waffen-SS

Micherioù Soudard
Renk Kaporal

Rottenführer

Unvezioù Rejimant roueel Warwickshire

SS British Free Corps

Emgannioù pennañ Emgann Kreta (Mae 1941- Even 1941)

William Charles Brittain (lesanvet Carl) soudard kentañ klas er Royal Warwickshire Regiment (brezhoneg: Rejimant roueel Warwickshire). Bet e voe ivez ezel en unvez No.4 Commando gant an hini 'mañ e vezo prizoniet e miz Even bloavezh 1941 e Bae Suda e-pad emgann Kreta.

E-kreiz ar bloavezh 1943 e vez adkavet ezel er strollad prizonidi e-karg da ziwall ar c'hamp-prizonidi e Genshagen, Berlin. Kenderc'hel a ra gant hent ar c'henlabourerezh emezelañ er Waffen-SS ha setu-eñ Rottenführer en unvez SS British Free Corps strollad soudarded Saoz emezellet e lu an Trede Reich.

Adkavet e voe war-lerc'h e-kostez Dresden e miz C'hwevrer 1945. Kavet en deus danvez pried gant ur glañvdiourezh a orin Norvegia, kollet en deus e nerzh kalon evit an unvez savet ez eo ar soñ ennañ da derc'hout. Un nozvezh e tiskler d'e fried emañ o vont da derc'hout kuit hag e oar e vezo ur bombezadeg ramzel war kêr Dresden.

Flatret ez eo raktal d'ar Gestapo gant e fried ha setu-eñ gant un toullad izili d'an SS British Free Corps plantet en troull-bac'h.

Barnet e vezo e Colchester Bro-Saoz evel treitour d'ar Rouantelezh ha d'ar vro e miz Even 1946. Kondaonet ez eo da 10 vloaz toull-bac'h.

Daou viz war-lec'h e vez kavet ez eo tapet don gant kleñved Crohn, dieubet ez eo.