Y Bers (Bersham e saozneg) zo ur ur gêriadenn e distrig Wrecsam, e biz Kembre. Emañ er gwalarn da gêriadenn Rhostyllen.

Y Bers

Pouezus eo bet Y Bers en istor an Dispac'h Greantel e Kembre, abalamour da labour an houarn a veze graet eno. En Y Bers e oa labouradegoù ma voe kroget da broduiñ houarn adalek 1670 ha lec'h ma voe savet e labouradeg gant John Wilkinson e 1761. E-pad pell e oa kornad Y Bers unan eus al lec'hioù er bed ma veze produet ar muiañ a houarn. Ur mirdi zo bremañ hag a gont an istor-se. E kêriadenn Rhostyllen, e-kichen, e oa mengleuz glaou Glanyrafon (anvet Bersham Colliery e saozneg).

Tremen a ra Kleuz Offa dre ur c'hoad, Coed Plas Power, a zo e-kichen Y Bers, war lez an Afon Clywedog.