Gresffordd (Gresford e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre.

Iliz an Hollsent e Gresffordd

E mengleuz Gresffordd, d'an 22 a viz Gwengolo 1934, e oa bet ur gwallzarvoud bras, unan eus ar re washañ e mengleuzioù glaou Breizh-Veur, pa oa bet lazhet 266 den gant un darzhadenn dindan an douar.

Kleier iliz an Hollsent, e Gresffordd, a seller outo evel unan eus Seizh Marzh Kembre (Saith Rhyfeddod Cymru, Seven Wonders of Wales), ur roll savadurioù ha traoù kaer da welet, lec'hiet e hanternoz Kembre an holl anezho.

E 2011 e oa annezet Gresffordd gant 5 010 a dud, ha 506 anezho (10,3%) a oa kembraegerien[1].

Notennoù

kemmañ
  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.