Y Waun (Chirk e saozneg) zo ur gêr hag ur gumuniezh e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. Emañ war hazoù Bro-Saoz ha brudet eo Kastell Y Waun.

An iliz-parrez

Etre 1282 hag ar bloavezhioù 1540, e oa pennlec'h un aotrouniezh anvet Swydd y Waun e kembraeg ha Chirkland e saozneg, enni kombodoù kozh Cynllaith, Mochnant Is Rhaeadr ha Nanheudwy. Er bloavezhioù 1540 e teuas Y Waun da vezañ ur rann eus kontelezh Dinbych ha chom a reas er gontelezh-se betek 1974. E Kontelezh Clwyd e oa etre 1974 ha 1996, hag abaoe emañ e distrig Wrecsam.

E 2011 e oa poblet gant 4 468 a dud, ha 461 anezho (10,7%) a oa kembraegerien[1].

Notennoù

kemmañ
  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.