Y Mwynglawdd (Y Mwnglodd e kembraeg komzet ar vro ; Minera e saozneg) zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Wrecsam, e biz Kembre. Emañ etre Bwlchgwyn er gwalarn ha Coedpoeth er reter.

Iliz Y Mwynglawdd, savet e 1865

Abaoe ar Grennamzer e vez eztennet plom eus mengleuzioù ar c'hornad. E-pad an Dispac'h greantel e oa kresket kalz Y Mwynglawdd, pa voe digoret mengleuzioù nevez tro-dro, da eztennañ plom ha zink.

E 2011 e oa poblet gant 1 617 a dud, ha 290 anezho (18,5%) a oa kembraegerien[1].

Notennoù

kemmañ
  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.