Yann-Loeiz an Arbouled
Yann-Loeiz an Arbouled, pe Jean-Louis Larboulette, (Pleheneg, 3 Kerzu 1878 - Kerzu 1951, Gwened) a oa ur beleg ha dastumer kanaouennoù eus Bro-Gwened.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Jean-Louis |
Deiziad ganedigezh | 3 Kzu 1878 |
Deiziad ar marv | Kerzu 1951 |
Micher | collector of fairy tales |
Ober a reas e studi e kloerdi bihan Santez-Anna-Gwened hag e kloerdi bras Gwened. Beleget e voe e 1903, ha goude ur pennad studi doueoniezh e Roma, e kelennas e kloerdi bras Gwened adalek 1906. Anvet e voe tro-ha-tro e Kaodan, e Pondi, e Santez-Anna-Gwened hag e Begnen, a-raok bezañ chaloni en iliz-veur Gwened, adalek 1947 ha betek e varv.
Kanaouennoù a zastumas e Bro-Gwened e deroù an XXvet kantved ha ne voe embannet nemet un nebeud anezho gant ar beleg gwenedour Frañsez-Mari Kadig, er c'hannadig La Paroisse bretonne de Paris, e 1928-1929. E 2005 e oa bet embannet un toullad gant Dastum e stumm ur CD hag ul levrig anvet War roudoù En Arboulet[1].