Yann-Vari Apriwal

skrivagner brezhonek


Yann-Vari Apriwal, pe ar breur Constantius (Plougin, 1añ Eost 1842 - Kemper, 1906) a oa mestr-skol gant urzh frered Sant Yann Vadezour ar Sal.

Yann-Vari Apriwal
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv-bihanJean-Marie Kemmañ
Anv-familhApprioual Kemmañ
Deiziad ganedigezh1 Eos 1842 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlougin Kemmañ
Deiziad ar marv19 Gen 1906 Kemmañ
Lec'h ar marvKemper Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg Kemmañ
Micherkelenner, skrivagner Kemmañ
Urzh relijielInstitute of the Brothers of the Christian Schools Kemmañ

Skol a reas e meur a lec'h e Bro Gwened (e Gwened, e Muzilheg, e Kistreberzh, en Oriant) hag e Plougerne. Anvet e voe da rener-skol e 1880 ha labourat a reas lerc'h-ouzh-lerc'h en Oriant, e Konk-Kerne hag e Landivizio. Eno e labouras da sevel Kenteliou brezounek, da gelenn galleg dre ar brezhoneg, ha skridoù all ivez.

Mervel a reas e Kemper e deroù 1906, d'an 19 a viz Genver[1] pe d'an 23 a viz C'hwevrer[2].

Levrioù

kemmañ
  • Kenteliou brezounek da drei e gallek – Enseignement du français par le breton – Livre de l'élève, graet evit ar vugale, embannet e 1899 gant Arsène de Kerangal e Kemper.
  • Kenteliou brezounek troet e gallek – Enseignement du français par le breton – Livre du maître, graet evit ar vistri-skol, embannet e 1900 e ti Lafolye e Gwened.
  • An teir c'had hag ar Mevel laer, pezh-c'hoari, moullerezh Sant Gwilherm, Sant-Brieg, 1908
  • Trubuilhou an aotrou Gargam, pezh-c'hoari, moullerezh Sant Gwilherm, Sant-Brieg, 1909

Notennoù

kemmañ
  1. hervez Geriadur ar skrivagnerien ha yezhourien, gant L. Raoul, p. 20.
  2. hervez al lec'hienn Plouguin Histoire Patrimoine