João III Portugal

(Adkaset eus Yann III (Portugal))

João III [ʒuˈɐ̃w̃] (Lisbon 1502 — Lisbon 1557), lesanvet o Piedoso ("an Deol") dre ma oa troet gant ar relijion, a voe pemzekvet roue Portugal. Ren a reas war-lerc'h e dad Manuel Iañ Portugal e 1521, pa oa 19 vloaz.

João III

Da vare ren João III e voe kaset skol-veur Lisbon da g-Coimbra. Dindan e ren ivez e voe staliet an Inkizision e Portugal, adalek 1536.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimezet e voe da Catalina de Austria (1507–1578), ur verc'h da Fulup Iañ Kastilha (Felipe el Hermoso) ha da Janed Kastilha. Nav bugel o doe. An darn vrasañ a varvas en-bugel.