Yasser Arafat

(Adkaset eus Yasir Arafat)

Ganet eo Yasser Arafat (ياسر عرفات), d'ar 24 a viz Eost 1929 e Kaero (القاهرة) Egipt ha marvet eo d'an 11 Du 2004 e Clamart (92) (Frañs). E anv melestradurel a oa Mohamed Abdel Raouf Arafat al-Qudwa al-Husseini (محمد عبد الرؤوف القدوة الحسيني) met Abou Ammar (|ابو عمّار) a veze graet anezhañ ivez, diouzh e anv brezel. Ur stourmer hollvrudet evit difenn gwirioù pobl Palestina zo bet eus Yasser Arafat, hag eñ bet o ren ar stourm kuzh a-raok bezañ e penn ar vro.

Yasser Arafat
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStad Palestina Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denياسر عرفات Kemmañ
Anv ganedigezhمحمد ياسر عبد الرحمن عبد الرؤوف عرفات Kemmañ
Anv-bihanYasser, Mohamed, Abdel, Raouf Kemmañ
Anv-familhArafat Kemmañ
Moranvالختيار, ابو عمار Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Eos 1929, 24 Eos 1929 Kemmañ
Lec'h ganedigezhKaero Kemmañ
Deiziad ar marv11 Du 2004 Kemmañ
Lec'h ar marvHôpital d'instruction des armées Percy Kemmañ
Abeg ar marvcerebral hemorrhage, autoimmune thrombocytopenic purpura Kemmañ
Lec'h douaridigezhMukataa Kemmañ
TadAbdel Raouf al-Qudwa al-Husseini Kemmañ
MammZahwa Abul Saud Kemmañ
Breur pe c'hoarKhadija Arafat, Fathi Arafat, Jamal Arafat Kemmañ
PriedSuha Arafat Kemmañ
Yezh vammarabeg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetarabeg, saozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherpolitiker, civil engineer Kemmañ
KargChairman of the Executive Committee of the Palestine Liberation Organization, President of the Palestinian National Authority, president of the State of Palestine, Q117225148 Kemmañ
Bet war ar studi eCairo University Kemmañ
Lec'h annezAl-Maghariba Quarter Kemmañ
Strollad politikelFatah Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennet1996 Palestinian general election Kemmañ
Strollad etnekArabed Kemmañ
RelijionIslam sunnit Kemmañ
Grad milourelpennkomandant Kemmañ
Brezel1948 Arab–Israeli War Kemmañ
Ideologiezh politikelArab nationalism, Arab socialism Kemmañ
KunyaAbu Ammar Kemmañ
Yasser Arafat e 2001

Unan eus krouerien ar Fatah eo bet er bloaz 1959 hag e penn an Aozadur evit Dieubidigezh Palestina (ODB) eo bet ivez etre 1969 hag e varv. Dre e vrud hag e obererezh e lak anavezout stourm pobl Palestina er bed a-bezh. Diouzh he zu, Israel a ra spontour anezhañ en abeg d'ar stourmoù kalet a ren pe a lez ober. Er bloavezhioù 1990 ez eus anezhañ dileuriad Palestina en divizoù da glask mont war-du ar peoc'h gant Israel. Sinañ a ra emgevlioù Oslo e 1993 gant Yitzhak Rabin, kentañ ministr Israel ha Bill Clinton, prezidant SUA. Dont a ra da vezañ kentañ prezidant riez nevez Palestina ha resev a ra Priz Nobel ar Peoc'h e 1994 asambles gant Shimon Peres ha Yitzhak Rabin.

Adalek 2001, er bloaz m'eo dilennet Ariel Sharon kentañ ministr Israel, betek 2004 eo rediet Arafat gant Israel da chom e kêr Ramallah. Daou vloavezh-pad betek e varv eo lakaet da chom sparlet er Mouqata'a, (burevioù gouarnamant Palestina, e Ramallah). Goude un hir a sez lakaet gant arme Israel war ar Mouqata'a betek Here 2004 eo kaset Abou Ammar war ar prim, hag eñ klañv bras dija, da ospital an arme gall e Clamart ma varv un nebeud deizioù goude d'an 11 a viz Du.