Yulia Volodymyrivna Tymochenko (ukraineg : Ю́лія Володи́мирівна Тимоше́нко), bet ganet Yulia Volodymyrivna Hrihyan (Грігян) d'ar 27 a viz Du 1960 e Dnipropetrovsk, Oblast Dnipropetrovsk, Republik Soviedel Ukraina, URSS, zo ur bolitikourez eus Ukraina. Bez' e voe unan eus pennoù bras ar Reveulzi Orañjez hag ar c'hentañ maouez kentañ-ministr er Stad.
Bet eo e servij etre ar 24 a viz Genver hag an 8 a viz Gwengolo 2005, hag un dro all etre an 18 a viz Kerzu 2007 hag ar 4 a viz Meurzh 2010. Lakaet e oa bet teirvet gant ar gazetenn Forbes war listenn ar maouezed galloudusañ er bed e 2005.

Yuliya Tymochenko
2015 2018

Mennet eo Tymochenko da welet Ukraina o tont e-barzh an Unvaniezh europat. Stourm a ra a-enep ma'z afe ar vro en Unvaniezh euraziatek. Sevel a ra a-du gant kreñvaat al liammoù etre Ukraina hag an NATO ivez.

Un awen eo Tymochenko evit an arzourien, betek ur film pornografek rusian gant ur pimpatrom anezhi[1].

Ukrainian Aurora, diwar Tymochenko
Kizeller : Nikolay Shmatko, Ukraina

Notennoù ha daveennoù kemmañ