Zack Snyder

Zack Snyder e Comic-Con San Diego e 2010
Zack Snyder e Comic-Con San Diego e 2010

Ganedigezh 1añ a viz Meurzh 1966
Green Bay, Wisconsin (SUA)
Broadelezh amerikan
Micher(ioù) filmaozer, senarier, aktor
Filmoù brudet 300
Watchmen
Sucker Punch
IMDB [1]


Zack Snyder a zo ur filmaozer, senarier hag aktor amerikan bet ganet d'ar 1añ a viz Meurzh 1966 e Green Bay, Wisconsin (SUA).

E vuhez Aozañ

Goude bezañ bet stummet e Londrez hag e Pasadena e stagas Zack Snyder gant svel filmoù bruderezh ha buan e teuas a-benn da vezañ brudet rak barrek e oa a-fet stil hag a-fet kontañ darvoudoù. Labourat a reas evel rener al luc'hskeudenniñ ha sevener hag e savas meur a film bruderezh evit merkoù evel (Audi, Jeep, Budweiser, Nike, Reebok, Subaru, …). Meur a briz a dapas kaout ivez : daou Clio Awards hag ul Leon aour e Festival filmoù bruderezh Cannes.

E 2003 e savas e film sinema kentañ, Dawn of the Dead e ditl, diwar Zombie gant George A. Romero. Mat e voe degemeret ar film, gant an arvesterien koulz ha gant ar vurutellerien, ha neuze e c'hellas mont da labourat da Hollywood. Tri bloaz goude e savas 300, diwar ar c'homic 300 (comic) gant Frank Miller. E 2009 e sevenas ar film Watchmen diwar ar c'homic gant Alan Moore.

D'ar 4 a viz Here 2010 ec'h embannas e lec'hienn Deadline[1] e sevenfe Superman : Man of Steel kerkent hag echu gant Sucker Punch. Superman: Man of Steel a voe produet ha skrivet ar senario anezhañ gant ar vreudeur Nolan hag o skipailh, hag o deus bet labouret war Batman Begins ha The Dark Knight c'hoazh.

E filmoù Aozañ

Evel sevener Aozañ

Sinema Aozañ

Raktresoù

Video Aozañ

  • 1990 : Michael Jordan's Playground (video NBA entertainment)
  • 2004 : The Lost Tape: Andy's Terrifying Last Days Revealed

Senarier Aozañ

Produer Aozañ

Aktor Aozañ

Prizioù Aozañ

Prizioù tapet gantañ Aozañ

Bloavezh Degouezh Priz Film
2007 Hollywood Film Festival Film ar bloaz 300
2008 Saturn Awards Seveniñ gwellañ 300

Anvet evit Aozañ

Bloavezh Degouezh Priz Film
2008 Saturn Awards Senario gwellañ 300

Notenn Aozañ



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.