Zipang
Zipang (japaneg: (ジパングJipangu) a zo ur manga gant Kaiji Kawaguchi. Embannet eo bet evit ar wech kentañ e Morning abaoe ar bloavezhioù 2000. Emañ an heuliad e-kreiz e embannadur e Bro-c'hall. Erruet omp bremañ d'ar pevarzekved levrenn d'ar 16/05/07. Abaoe nebeut ez eo bet savet un heuliad war ar skinwel gant an istor hag a zo gwann tre e keñver danvez al levr. Seblantout a ra tennet an istor eus ar film The Final Countdown eus Don Taylor.
Petra eo Zipang?
kemmañAn anv kozh eus Bro Japan a oa Zeppen [zəʔpən]. E Japanad arnevezh e ro, Cipangu hag a zo Jipangu, Zipangu, Jipang, pe Zipang.
An eil ster hag a zo an hini a zo lakaet war wel en heuliad a zo ur dermenadenn tost-tre eus ar pezh ez eo an Utopia. Kromprenet e vez ar ster-se eus an oberenn evel pa zispleg Kusaka da Kadomatsu ar spered a oa gantañ goude bezañ bet lennet an dielloù diwar benn an dazont. Displegañ a ra e c'hoant da ober eus Japan ur vro dibar ar gwir Zipang ha ket nemetken evel ma vez islavaret gant e anv kent.
Diveradenn an istor
kemmañEr Bloavezhioù 2000 e vez ar Mirai, ur vag arnevez eus ar morlu japanat o kuitaat Japan evit renkañ un tabut e Amerika ar Su a-gevret gant SUA. Pa vezont o tremen e-kichen inizi Midway e vezont paket en un diwaskadenn atmosferel. Tremenet ar maread diaes-se, merzout a reont ez eo steuziet an holl vigi hag a oa ganto araok hag e oa deuet a well ur gwir morlu e renk brezel. Kred a ra dezho anavezhout ar Yamato hag tout ar vorlu ha oa tro dro dezhañ strollet evel evit emgann Midway. Da heul e tizoloont un nebeud darvoudoù all hag a ro dezho da gredout ez int erruet e kreizh brezel ar meurvor Habask e 1942. Ar c'hoant kentañ a zo deuet da izili ar Mirai a zo bet da distreiñ en o koulz hep cheñch tra d'an istor. Met pa vell Yosuke Kadomatsu eil kabiten ar Mirai un den diskiant o vezañ beuzet e tiviz mont de sikour. An den se a zo Takumi Kusaka ur c'habiten eus ar morlu japanat. Dizoleiñ a raio buhan tre ez eo an den se speredek tre met, e vez laosket anezhañ da gwellout emdroadur ar brezel. Evit enebiñ d'an efedoù drastus e klasko cheñch an istor a benn ober eus bro Japan ur benn oberenn "Zipang".
Un nebeud roadoù
kemmañTitl orin : Jipangu
Skrivagner : Kaiji Kawaguchi
Embanner : Kana
Kentañ embannadenn ( e levrioù) : 2001
Raok embannadur : Morning (Ur sizhun diwar ziv)
Niver a levrenn emabnnet e Bro Japan (n'eo ket echu): 26
Niver a levrenn emabnnet e Bro C'hall(n'eo ket echu): 14
Niver a pennad lakaet e tresadenn bev: 26 ( talvezhout ar ra tro d'al levrenn 6)
An tudennoù pennañ:
kemmañYosuke Kadomatsu:
Piv eo en istor?
Tudenn pennan an istor eo. Eilkabiten ar Mirai, un den eeun ha leal bepred prest da sikour ar reoù all memes ma e c'hell degas dezhan diaesamantoù. Savetaet en deus Takumi Kusaka e pad emgann Midway goude se o deus kejet hag eo deuet ul liamm iskiz etrezo eus e du e well Kadomatsu Takumi Kusaka evel un den dedennus ogen danjerus tre gant ar pezh en deus desket hag dre ma e well "e divlagad o lugernin pa e vez komzet dezhan eus e vro". Met goude e vefe bet taget al lu Amerikan e emgann Guadalcanal e lavar e vo dibosubl dezhan pardonin da Kusaka ar pezh en deus graet dre ma kemer perzh daoust dezhan bezan bet lavaret e vefe bet graet evel ma vefe bet marv e Midway. Pa'z eo bet gloazet ar c'hibitan Umezu en deus kemmeret Yosuke Kadomatsu penn ar Mirai klask a ra heulian ar pezh a oa bet kroget gant ar c'habitan Umezu. Mignon bras eo gant Kikuchi Masayuki ha da Oguri Kouhei.
Piv eo bet e gwirionez?
Ne ouier netra diwar benn unan bennak hag e vefe tu lakaat e plas Yosuke Kadomatsu.
Isoroku YAMAMOTO
Piv eo en istor?
E perzh en istor a zo an hini en deus bet en isto gwir da lavet eo an Amiral Yamamoto e penn ar morlu Japanad. Gwelet eo evel ur strategour eus a renk kentañ hag un doujañs kreñv e vez santet en e geñver gant soudarded ar Mirai. Seblantout a ra heuliañ c'hoari Kusaka. Met un dra souzhus ne ra netra evit nullañ ar beaj hag en deus koustet dezañ ar vuezh en istor gwirion.
Piv eo e gwirionez?
Isoroku Yamamoto a zo ganet e 17 eus maread Meiji (1884) e Nagaoka e rannvro ar Niigata e bro Japan. E anv a teu eus ar fed e oa 56 bloazh e zad paz eo ganet, dre se ez eo bet anvet "Isoroku" (56 e Japaniz). Aet eo er skolaj e Nagaoka hag goude ez eo bet degemeret e skol ar morlu e Etajima. E pad ar brezel Russek-Japaniz en deus ar renk a Aspirant. Kemer a ra ar mor war ar vag anvet "Nisshin" gloazet ez eo e pad emgann mor ar Japan (evel ez eus tu e merzhout e Zipang: kollet en deus e biz yod hag ar biz meut eus an dorn deoù hag un tamm bras eus e c'hof garr eus ar garr deoù. Goude e maread diskuizh e adkemmeret er morlu. Ober a raio e klasoù er dorpilladennoù hag er kanolioù. Aet eo maezh eus ar skolioù se gant an diplomoù hag eus ar skol veur gant ar renk kentan. Goude se ez eo bet e meur a gargoù dishenvel. Labouret en deus er stadoù unaned ; evel kelenner e skol veur ar morlu, komandan an Akagi (ur vag doug kirri-nij) ; e penn ar rann teknik an aerlu ; e penn an aerlu hag e diaz an diorroadur eus ar c'hirri nij war ar bigi. D'an 3 a viz Gwengolo 14 eus an maread Shôwa (1939) e kemmer ar post penn-amiral ar morlu. Memes ma e oa a enep an emglev gant bro Italia ha bro Alamagn hag ar brezel ha enep ar SUA e heulias e urzhioù goude divizh ar gouarnamant kemmer perzh er brezel. E pad an amzer en devoa tremenet er Stadoù Unaned e oa bet tu dezhan merzhout eus ar brogarouriezh Amerikan hag en deus labouret evit ur brezel berr. En eo en deus ragtreset an dagadenn war Pearl Harbor. Ma vez graet kalzh a distrujoù d'an Amerikaned diustu e vo ar bobl a enep ar brezel se hag e vo echuet buan tre. Met memes maz eo bet ur trec'h bras evit ar Japaniz ar fed e vefe bet kaset an diskleriadenn brezel gant un tammig dale d'ar SUA en deus savet ar reaktadenn "remeber pearl harbor" an disoc'h a zo bet ur gwir kasoni ouzh ar Japaniz. Goude se e Midway hag e Guadalcanal ez eo bet ar brezel ur gwir spont evit ar morlu Japaniz. Evit enebin diouzh an dreistelezh e vo choazhet gant Yamamoto ar memes diskoulm hag an Alamanded: implij al listri-spluj "i". D'an 3 a viz Ebrel 18 eus an maread Shôwa (1943) e reas un dagadenn war Rabaul met hep disoc'h. Kaset eo bet da evit evezhian ouzh an dalbenn. Met al lu Amerikan a zo deuet a benn da lenn ar gerig kuzh hag ez eo bet taget karr-nij Yamamoto da 7e34 d'an 18 a viz Ebrel 18 eus an maread Shôwa (1943) e kichen inizi Bougainville. Kouezhet eo ar c'harr-nij er janglenn hag eo marvet an holl dud e barzh. 59 bloazh e oa Yamamoto. Anvet eo bet ar afer man "Kaigunkô Jiken" pe "afer diskar ar morlu" hag a zo c'hoazh renket e "sekred difenn". An obidoù broadel a zo bet aozet d'ar 5 a viz Even 18 eus an maread Shôwa (1943) hag ez int bet meret gant Mitsumasa Yonai ha zo deuet da vezan goude ar brezel kentan ministr bro Japan.
Takumi Kusaka
Piv eo en istor?
Kabitan eus al lu Japaniz eus an eil brezel bed hag ofiser eus an eskemmoù ez eo bet savetaet Takumi Kusaka gant Yosuke Kadomatsu e pad emgann Midway pa e vefe bet ret dezhañ mervel hervez an istor.Degemret war ar Mirai da heul e vez Takumi Kusaka un dudenn dedennus dre ma vez diaes ragwelout ar pezh en deus c'hoant ober. Dekiñ a ra emdroadur ar brezel war ar Mirai hag da heul e teu dezhañar c'hoant kemmañ an istor ha benn ober eus bro Japan ul lec'h dibar: Zipang.
Piv eo e gwirionez?
Krouet eo bet Takumi Kusaka gant Kaiji Kawaguchi. Marteze ez eus ul liamm etre un ofiser bennak met evit ar pezh a denn eus e personelez hag a ra dezhañ bezañ un dudenn dedennus ez eo bet krouet penn da benn gant ar skrivagner. Ha dra sur ne c'helfe ket bezañ eus un den ken arnevez ha gant ur spered ken lemm, dreistdenel eo Kusaka evel ma'z eo diskouezhet en istor diaes eo kavout sioù dezañ estreget ar fed e vefe ar c'hoant gantañ cheñch an istor kousto pe gousto keit ma ne vo ket e Vro tiskaret. Ur sav poent enep da hini Mitsumasa Yonai en deus hag a lare e oa ret koll ar brezel dre ma oa kalzh muioc'h o broioù trec'het hag a diorroe gweloc'h goude evit ma ne oa ha broioù trec'h o chomm war sav (kemmet eo bet ar soñj se abaoe fin ar brezel bed kentañ diwar an disoc'hioù drastus evit an ekonomiezh a zo e disoc'h ar brezelioù arnevez).
Da welet ivez
kemmañOberenn Kaiji Kawaguchi
kemmañEchuet:
- Hard & Loose (1984)
- Actor (1985)
- The Silent Service (ja:沈黙の艦隊)(1989)
- Medusa (1990)
- YELLOW (1995)
- Cocoro (1997)
- Araragi Tokkyu (1997)
- Eagle (ja:イーグル (漫画))(1998)
- Ruri no kamikaze (1998)
- Confession (1999)
- Seizon Life (2000)
- The Battery (2001)
Ket echuet C'hoazh:
- Zipang (ja:ジパング (漫画)) (2001)
- Spirit of the sun (2003)