Zwarte Piet
Zwarte Piet ("Pêr an Du") zo un dudenn eus mojennoù an Izelvroioù ha Belgia hag unan eus eilerien Sant Nikolaz. Schwaarze Péiter a vez laret anezhañ e Luksembourg. Ur morian eo, hag ar re a vez o treveziñ anezhañ a laka livaj du war o c'hroc'hen, ha hini ruz war o muzelloù.
Istor
kemmañDont a rafe Zwarte Piet eus ur c'hrouadur aozet e dibenn ar XVIvet kantved da vare aloubadeg spagnol an Izelvroioù. Bez e vefe skeudenn soudarded an Inkizision, a veze gwelet evel an diaoul gant Izelvroiz.
Roud zo eus Zwarte Piet adalek deroù an XIXvet kantved. A-raok e veze e-unan Sant Nikolaz, pe a-wechoù gant an diaoul. En Europa d'ar poent-se ne veze ket graet nemeur a gemm etre diaoul ha den du, ha ne oa nemet ur Zwarte Piet.
E 1845 e skrive Jan Schenkman St. Nikolaas en zijn knecht (« Sant Nikolaz hag e vevel»).
E 1891 el levr Het Feest van Sinterklaas e veze graet Piet eus ar mevel. Betek 1920 e kaver meur a anv dezhañ hervez al levrioù.
-
Zwarte Piet ha San Nicola e Sinterklaas en zijn knecht
-
Sant Nikolaz ha Krampus o weladenniñ un tiegezh e goañvezh 1896
-
Zwarte Piet ha San Nicola el levr Sinterklaas en zijn knecht gant Jan Schenkman
Enebiezh
kemmañAbaoe 2013 ez eus savet enebiezh ouzh Zwarte Piet a vefe un doare da zismegañsiñ ar vorianed[1].