Nikolaz Mira
- Sant Nikolaz a zegas amañ. Evit sterioù all, gwelet Sant-Nikolaz (disheñvelout).
Sant Nikolaz, anavezet evel sant Nikolaz Mira pe sant Nikolaz Bari (Patara, Likia, 270 – 345) a oa eskob Mira en Azia Vihanañ. Ur sant poblus eo, ha diwarnañ eo bet krouet an Tad Nedeleg.
Etre istor ha mojenn
kemmañKempredad Sened-Meur kentan Nikaia e voe. Hervez an hengoun e saveteas o buhez da dri ofiser roman bet kondaonet e gaou d'ar marv gant an impalaer. Argouroù en deus roet ivez da veur a blac'h yaouank paour, a vije bet tonket d'an dizenor hep e skoazell. Ar burzhudour bras-mañ a vez kehelet a-unan gant an ilizoù reizhkredennek ha katolik. En XIvet kantved eo e kreskas e vrud er C'hornôg, gant treuzdougenadur e relegoù da gêr Vari e kreisteiz Italia.
Bez ar sant
kemmañMeur a vez zo anavezet dezhañ, pa voe kaset e relegoù eus Azia da Europa.
Mojennoù
kemmañA bep seurt mojennoù zo bet steuet diwar e benn. Darn a ra anv eus Sant Nikolaz o saveteiñ listri a oa o vont da goll war ur mor diroll, pe o sioulaat an avelioù, pe o sturiañ al lestr d'ar porzh.
Gouel
kemmañD'ar 6 a viz Kerzu emañ Gouel Nikolaz[1] e meur a vro en hanternoz ha kreiz Europa, ha dreist-holl Belgia, Luksembourg, Loren, Elzas, an Izelvroioù (broioù eus an Impalaeriezh Santel), hag Alamagn dre vras, ha Suis, ma ro profoù d'ar vugale fur. Lidet e vez ivez en Akitania, Spagn hag Italia.
Sant paeron
kemmañSant paeron Loren ha Rusia eo, hag ivez hini Freiburg (Suis) hag ar skolidi.
Taolennoù
kemmañ-
Gouel Sant Nikolaz (Jan Steen)
Lennegezh
kemmañ- Er gontadenn Bertele, e Koñchennoù eus Bro ar Stêr Aon.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Istor Sant Nikolaz
- (en) A-zivout bez sant Nikolaz
Notennoù
kemmañ- ↑ (fr) The Conversation