Études Celtiques zo ur gelaouenn a bled gant ar studioù keltiek, embannet e Pariz.

Savet e oa bet gant Joseph Vendryes, e 1936, da gemer lec’h ar Revue Celtique, a oa aet da get goude marv e rener Joseph Loth, e 1934. Dont a ra er-maez ur wech ar bloaz hag e pep niverenn e kaver ur pemzek pennad bennak, diwar-benn enklaskoù henoniezh pe yezhoniezh. E galleg eo skrivet an darn vrasañ eus ar pennadoù, met pennadoù a gaver e saozneg hag e yezhoù all ivez a-wechoù. Ar pennadoù yezhoniezh a bled peurvuiañ gant stummoù kozh eus ar yezhoù keltiek (galianeg, henvrezhoneg, heniwerzhoneg…) met ur pennadig bennak a gaver diwar-benn brezhoneg hon amzer.

E-touez ar geltiegourien o deus embannet pennadoù e-barzh Études Celtiques e c’haller menegiñ Rachel Bromwich, Gwennael an Dug, Paul-Marie Duval, Léon Fleuriot, Ken George, Venceslas Kruta, Pierre-Yves Lambert, Jean Le Dû hag Yves Le Berre, Proinsias Mac Cana, Gwennole ar Menn, Claude Sterckx, Alf Sommerfelt, Bernard Tanguy, Joseph Vendryes. Etre 1979 ha 1987 e oa Léon Fleuriot a oa e penn ar bodad skridaozañ.

Liammoù diavaez

kemmañ