Gimel

(Adkaset eus ג)

Gimel (kañval) eo an drede lizherenn e meur a a abjad semitek, en o zouez al lizherennegoù fenisek aramaek , hebraek (ג) , siriek (ܓ) hag arabek (). Pempvet lizherenn al lizherenneg arabeg eo hervez an urzh a-vremañ

Dont a ra hec'h anv diwar ar fed ma veze heñvel he stumm kozh ouzh hini ur c'hañval.

Distaget e vez (LFE) [g]. Daoust ha ma vez distaget [g] e rannyezh Arabeg Egipt, en arabeg unvan e vez distaget [dʒ]. Ne vez graet diforc'h ebet ken en hebraeg a-vremañ etre gimel gant dagesh ha gimel hep dagesh.

Diwar stumm al lizherenn fenisek-mañ e oa bet diorroet al lizherennoù gresianek gamma Γ, estruskek Z, latin C ha G ha kirillek C ha Г.

Hervez ar sistem niverenniñ hebraek gematria e talvez al lizherenn-mañ da 3.

Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.