42
bloavezh
Bloavezhioù: 39 40 41 - 42 - 43 44 45 | |
Dekvedoù: 20 - 30 - Bloavezhioù 40 - 50 60 | |
Kantvedoù: Iañ kantved kt JK - Iañ kantved - Eil kantved | |
Milvedoù: Iañ milved kt JK - Iañ milved - Eil milved |
Diwar-benn bloaz 42 an deiziadur juluan eo ar bajenn-mañ | |
Evit ar bloaz -42, gwelet ar bajenn : | -42 |
Evit an niver 42, gwelet ar bajenn : | 42 (niver) |
795 AUC (Ab Urbe Condita = goude diazez Kêr Roma) / 0042 PC (goude ganedigezh J.-K.)
Darvoudoù
kemmañ- Impalaer : Klaod (Tiberius Claudius Nero Drusus), adalek ar 25 Genver 41 (>12.10.54)
- Koñsuled : Ti(berius) Claudius Caesar Augustus Germanicus II & C(aius) Caecina Largus.
- Sevel a ra al legad Furius Camillius Scibonianus Dalmatia a-enep ar galloud; dilezet gant e lu, e vo gwasket an emsavadeg hepdale.
- Lañsañ a ra an impalaer Klaoda chanter ur porzh pourveziñ gwirion e Ostia (echuet e 54 dindan ren Neron). E penn kentañ e oa dleet d'ar porzh bezañ savet war ur lec'hiad disheñvel met enebiezh a savas e-touez ar Senedourien rak kalz anezho a oa perc'henn war ur genkiz el lec'h-se end-eeun.
- Adminios, Togodumnos, Caratacos, roueed an Drinovanted hag ar Gatuvellauned
- Taol brezel Suetonius Paulinus ha Gnaeus Hosidius Geta a-enep d'ar Vaoured emsavet diwar atiz Aedemon, anezhañ ur frankizad eus ar roue numidat Ptolemaios. Div broviñs roman nevez a zo savet war Mauretania : Mauretania Tingitania ha Mauretania Cesaria, tiriadoù a-vremañ Maroko hag Aljeria
- Mestr eo an Impalaeriezh roman war Ceuta.
- Savet eo da brokonsul Galba en Afrika.
- 25 Genver : Degemer a ra an abostol Paol ar gristeniezh da relijion. Evit gwir n'anavezer ket an deiziad resis met ar 25 a viz Genver eo zo bet dibabet gant an Iliz katolik evit lidañ an darvoud.
- Viêt Nam : Moustret eo emsavadeg ar C'hoarezed Trung e Tonkin gant ar jeneral sinaat My Yuan (fin e 43).
- Korea : Dont a ra ar roue Suro da vezañ roue kentañ Geumgwan Gaya e ledenez Korea.