Glaoda I

(Adkaset eus Klaoda Iañ)

Glaoda I, pe Claudius I, pe Tiberius Claudius Caesar Augustus Germanicus hervez e anv leun e latin, pe Tiberius Claudius Drusus Nero Germanicus kent dont da impalaer, a oa un impalaer roman, bet ganet d'ar 1 a viz Eost 10 kent JK e Lugdunum, ha marvet d'an 13 a viz Here 54. Lesanvet e oa bet Germanicus, ha Britannicus goude trec'h e armeoù war ar C'hermaned da gentañ, ha war ar Vrezhoned goude. An anv Britannicus zo bet roet d'e vab goude.

Impalaer an impalaeriezh roman e voe adalek ar 25 a viz Genver 41 betek e varv d'an 12 a viz Here 54. Claudius e voe ar c'hentañ impalaer ganet e-maez Italia, hag eñ tremen 50 vloaz dija.

 
Impalaeriezh Claudius (37-54)

Ganet e oa bet e Lugdunum (Lyon) e Galia d'ar 1 a viz Eost 10 kent JK, mab da Drusus Decimus Nero ha da Antonia ar Yaouankañ. E vamm a oa merc'h da Marcus Antonius ha da Octavia. Niz e oa da Tiberius, hag eontr da Caligula, a renas en e raok hag a voe muntret, d'ar 24 a viz Genver 41.

Ne greded ket e vije deuet Claudius da vout impalaer : besteod e oa, ha kavet e veze divarrek.


Glaoda ha Breizh-Veur

kemmañ

Argad 43 goude K.

kemmañ
 
  • Penn-jeneral : Aulus Plautius
  • Eil jeneraled : Vespasian, Petilius Cerialis, Hosidius Geta
  • Lejionoù :
    • Legio II Augusta
    • Legio IX Hispania
    • Legio XIV Gemina
    • Legio XX Valeria

Eus 43 da 50

kemmañ
 

Gevred Breizh-Veur zo dindan beli ar Romaned. Kêr-benn : Camoludunm (Colchester). Karter jeneral an arme : Rutupis (Richborough). Kreñvlec'h meur war ribl an Tamesa (Tamvuoz) e Londinum (Londrez).

Kêrioù meur all : Durovernum (Canterbury), Verulamium (Saint Alban's), Venta Belgarum (Winchester), Durnovaria (Dorchester).

Hent meur eus Iska (Exeter), da Lindum (Lincoln), o kas dre Aquae Sulis (Bath), Corinium (Cirencester) ha Ratae Coritanorum (Leicester). Hent anvavezet e saozneg : Fosse Way.

Bloavezhioù 50 - 51

kemmañ
 

Brezel enep ar Silured ha Caratacos / Karadeg

Euredoù ha bugale

kemmañ

Peder gwech e timezas.

  1. Plautia Urgulanilla : Drusus ha Claudia.
  2. Aelia Paetina : Antonia.
  3. Valeria Messalina
  4. Agrippina ar Yaouankañ

Levrlennadur

kemmañ
  • William Rees : An Historical Atlas of Wales, from Early to Modern Times. Faber & Faber. 1951. New edition 1972
  • Ordnance Survey : Map of Roman Britain. Third Edition. Southampton. 1956
  • Peter Salway : Roman Britain. Oxford University Press. 1981 - 1984
  • François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C.. Embannadurioù Errance. Paris. 1994.
   An Impalaerien roman   
Tierniezh ar Flavianed
En e raok :
Caligula

(37 - 41)

Glaoda I

(25 Genver 41- 12 Here 54)

War e lerc'h :
Neron

(13 Here 54 / 11 Mezheven 68)

Heuliad Henroma