69th Infantry Regiment (New York)
An 69th Infantry Regiment a oa ur rejimant troadegiezh eus an Union Army krouet e 1849 hag a zo atav anezhañ en United States Army. Krouet e oa bet e New York City, ul lodenn eus an New York Army National Guard e oa. Brudet e voe gant an anv "Fighting Sixty-Ninth", un anv a vefe bet roet d'ar rejimant gant ar jeneral Robert E. Lee e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. An unvez a oa unan a orin iwerzhonat dreist-holl evel ma voe skrivet gant ar barzh Joyce Kilmer er barzhoneg When the 69th Comes Home. An unvez-se a oa bet lesanvet ivez ar "Fighting Irish". Etre 1917 ha 1992 e oa bet graet 165th Infantry Regiment anezhañ. Lec'h pennañ an 69th Regiment a zo e Manhattan.
Deiziad krouiñ | 1849 |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
E tiriad | New York |
Daveennoù douaroniel | 40°44′29″N 73°59′2″W |
Reveulzierien Iwerzhon
kemmañMammenn an 69th Infantry Regiment a zo da glask e-kostez reveulzierien broadelour Iwerzhon.