Aaron, anvet ivez Sant Aaron, a oa ur manac'h brezhon, er VIvet kantved, a oa o chom pe war enez Kezambr, pe war an enez a zo dirak Aled, hag a zo deuet da vezañ kêr Sant-Maloù.

Chapel Sant-Aaron e Sant-Maloù.

Istor pe mojenn

kemmañ

Hervez a zo bet skrivet e oa a orin eus Kembre. Bevet en dije e-tal Lambal, er barrez anvet Sant-Aaron, a-raok mont da Aled, hag alese d'an enez, ma kentelias Maloù, a voe eskob kentañ ar c'hornad.

Ilizoù ha chapelioù

kemmañ
  • Chapel Sant Aaron, e kêr Sant-Maloù.

Anv-badez

kemmañ

Ne vez ket roet evel anv-badez ken. Marteze peogwir eo re vihan brud ar sant brezhon, pe peogwir ne vez liammet an anv nemet ouzh Aaron an Testamant Kozh.

Menegoù

kemmañ