Abati Santekroe (Gwengamp)
Abati Santekroe[1], pe Santekroaz[2], a oa un abati e Gwengamp, e Treger, savet e 1135 gant menec'h deuet eus Bourg-Moyen e-kichen Blois (Loir-et-Cher), gant arc'hant deuet a-berzh Raoul, eskob Landreger. Distrujet eo bet da vare an Dispac'h gall.
Ur maner zo ivez, savet er XVIvet kantved gant an abad Claude de Kernevenoy (†[[1573]), a oa eskob Treger (1566-1572). E-kreiz an talbenn ez eus un tour c'hwec'hkognek en traoñ ha kelc'hiek er c'hrec'h. Gwerzhet e voe evel Mad Broadel da vare an Dispac'h gall. Un atant a oa ennañ betek kreiz an XXvet kantved.
Hiziv ez eus ur preti e-barzh.
Abaded Santekroe Gwengamp
kemmañ- 1134-1144 : Jean de la Grille
- 1144- : Moyse
- R.
- 1190 : Jodoin
- War-dro 1202 : L.
- War-dro 1267 : Daniel
- War-dro 1397 : Jean de Plédran
- War-dro 1400 : Rolland (Iañ)
- 1418-1436 : Prigent le Bahezre
- 1437-1452 : Jean Hamon
- 1453-1497 : Bertrand
- 1502-1512 : Rolland (II)
- 1514-1536 : Jean de Kernavanay
- 1536-1546 : Jean le Cozic
- War-dro 1556 : Philippe Remond
- 1592-1639 : Pierre Cornulier
- War-dro 1671 : Louis Du Matz
- 1699-1740 : Charles du Plessis d'Argentré, eskob Tulle
- 1741-1762 : René Joseph de Gouyon-Launay, aluzener ar rouanez
- 1762-1790 : Louis-François Freslon de la Freslonnière, anvet abad de la Freslonnière
Levrlennadur
kemmañ- D. Andrejewski : Les abbayes bretonnes, Fayard, 1983 [[ISBN|978-2-213-01313-8}}
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ KerOfis, lec'hienn Ofis Publik ar Brezhoneg war an anvioù-lec'h
- ↑ Emgann Kergidu, Al Liamm, pp. 56-58.