Ystrad Fflur (Strata Florida e latin hag e saozneg) zo anv un abati gozh e Kembre e Pontrhydfendigaid, e-kichen Tregaron. N'eus nemet dismantroù anezhi. He gweladenniñ a c'haller hañv-c'hoañv.

Porched kornôg an abati.

Istor kemmañ

Eno eo, a greder, e voe skrivet Brut y Tywysogion ha Levr Gwenn Rhydderch.

Meur a briñs eus Deheubarth zo bet beziet enni. Korf Dafydd ap Gwilym, ar barzh meur, a vije bet lakaet eno. Ur monumant bepred zo bet savet e koun dezhañ.

Levrlennadur kemmañ

  • David M. Robinson & Colin Platt, Strata Florida Abbey, Talley Abbey CADW, 1992 ISBN 1-85760-106-8