Aber Alaw (kembraeg : Afon Alaw) eo anv aber an Alaw, ur stêr en Enez Von e Kembre.

Aber ar stêr Alaw e Llanfachraeth.

Mojenn

kemmañ

Hervez ar Mabinogion ez eo eno e varvas ar rouanez Branwen gant ar glac'har war-lerc'h distruj Iwerzhon. Hi ha seizh den all a aochas e Talebolyon, ha pa welas div aod Iwerzhon ha Preden e voe rannet he c'halon dre ma kave dezhi e oa-hi penn-kaoz d'an drouziwezh.

E Llanddeusant war lez an Alaw emañ ar c'harn anvet Bedd Branwen, "Bez Branwen". Ur peulvan zo c'hoazh en e sav. Furchet e voe war e dro e 1800, hag er bloavezhioù 1960 gant Frances Lynch, a gavas meur a jarlad ludu, eus deviñ korfoù tud.

Lennegezh saoznek

kemmañ

Aberalaw eo anv ar gêr a faltazi e kreisteiz Kembre ma c'hoarvez istor ar romant The Citadel gant A. J. Cronin (1937).