Abergorlech
Ur gêriadennig hag ur barrez e Sir Gaerfyrddin eo Abergorlech en Ystrad Tywi. War lez aber ar stêr Gorlech hag ar stêr Cothi emañ, etre Llansawel en hanternoz ha Brechfa er c'hreisteiz dezhi, er reter da Llanymddyfri.
Abergorlech
Anv ofisiel | Abergorlech, Abergorlech |
---|---|
Stad | Rouantelezh-Unanet |
E tiriad | Sir Gaerfyrddin |
Kontelezh istorel | Carmarthenshire |
Daveennoù douaroniel | 51°59′0″N 4°4′0″W |
Daveennoù an Ordnance Survey | SN584336 |
Ul lev alese, en hanternoz, emañ Rhydcymerau ha Mynydd Llanybydder, bro ar skrivagner D. J. Williams.
Istor
kemmañGwechall e oa e kombod Caeo hag er c'h-Cantref Mawr.
Kustum e vezer da liammañ ar barzh Dafydd Gorlech (war-dro 1410-1490), gant Abergorlech, goude ma n'eur ket sur e oa o chom eno.
Eisteddfod
kemmañBep bloaz e vez dalc'het Eisteddfod Abergorlech e sal kêr.