Agustina de Aragón
Agustina Raimunda Maria Saragossa i Domènech, anavezetoc'h evel Agustina de Aragón (1786-1857 Ceuta) a oa un harozez a oa bet o tifenn kêr Zaragoza e-pad ar Setios, ar sezizoù a c'hoarvezas e-kerzh Brezel Dizalc'hted Spagn ouzh ar C'hallaoued. Deuet eo da vout ken brudet ha Janed Ark e Bro-C'hall, dre kanaouennoù, barzhonegoù (unan gant Lord Byron) ha tresadennoù, evel re Francisco de Goya.
N'oar ket sur pelec'h e oa ganet, kaoz zo bet eus Barcelona, er Placeta de Montcada, er Barrio de la Ribera, met badezet e voe eno en iliz Santa María da Mar.(Daveoù a vank) Ofisourez e voe en arme Spagn.(Daveoù a vank)
Mervel a reas e Ceuta.
Enorioù
kemmañEn 1913 e voe lakaet ur blakenn war an ti ma varvas e Ceuta.
Meulet eo e Childe Harold, barzhoneg Lord Byron.
Skeudennoù
kemmañ-
Agustina de Aragón, gant Goya.
-
Agustina de Aragón, gantJuan Gálvez.
-
Monumant da Agustina de Aragón, en Zaragoza.
-
Cuadro sobre la defensa de Zaragoza.
-
Agustina Aragón. Gant Juan Gálvez haFernando Brambilla, embannet en Cádizgant ar Real Academia de Bellas Artes en 1812–1813.
-
Da-geñver marv Agustina de Aragón en Ceuta.