Aifric
Aifric ([ˈafʲ.ɾʲɪc]) zo ur stirad skinwel iwerzhonek evit ar grennarded. Kenbroduet ha skrivet eo bet gant Tadhg Mac Dhonnagáin ha kensevenet ha renet gant Paul Mercier. Meur a briz zo bet tapet gant ar stirad, evel gant an IFTA en doa enoret anezhañ gant ur priz evit ar "Best Children's/Youth Program".
Krouet gant | Tadhg Mac Dhonnagáin, Paul Mercier |
---|---|
Skigner orin | TG4 |
Bro orin | Iwerzhon |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | katalaneg, iwerzhoneg |
Deiziad kregiñ | 2 Du 2006 |
Deiziad echuiñ | 25 Du 2008 |
Komedianeta | Clíona Ní Chíosain |
Kroget e oa ar skignañ d'an 31 a viz Here 2006, devezh dekvet deiz-ha-bloaz TG4. Aifric , skignet war TG4 gant berzh, zo bet skignet ivez war ar chadenn BBC Alba, gant istitloù e gouezeleg Bro-Skos. Skignet eo bet ivez war an HBO Latin America istitlet en portugaleg ha spagnoleg ar wech-mañ.
Advouezhiet eo bet ar stirad skinwel e brezhoneg gant Dizale[1]. Ha skignet eo bet gant Brezhoweb[2] ha gant ar chadennoù lec'hel TVR, Tébésud ha Tébéo.[3]
Istor
kemmañAr stirad skinwel a ro tro da heuliañ buhez Aifric he deus heuliet he familh iskis eus Dulenn etrezek ur gêr nevez e kornôg Iwerzhon. Ar grennardez 14 vloaz he deus c'hoant da loc'hañ buan gant ur vuhez nevez, siwazh eviti ne vo ket sikouret gant he familh evit tizhout ar pal-se. Ar vamm zo un hippy new-age enebet a-grenn ouzh ar skinwel. An tad en deus c'hoant da zont da vezañ ur rock star. Breur bihan Aifric zo kazus da vat ganti.
Liammoù diavaez
kemmañ- Aifric war TG4
- Aifric war Brezhoweb
- Aifric war IMDb
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ (fr) Jacques-Yves Le Touze, Aifric, une série irlandaise pour les ados doublée en breton, Agence Bretagne Presse, 30/09/2011
- ↑ Florent Grouin, Teir heuliadenn geltiek advouezhiet e brezhoneg da welet war Brezhoweb, Ar Gedour, 11/09/2020
- ↑ Aifric war tebeo.bzh