Lizher kentañ d'ar Gorintidi

Daou lizher zo bet kaset gan Paol Tars d'ar Gorintidi a gaver e Testamant Nevez ar Bibl kristen. Implijet vo amañ 1 Kor evit lizher kentañ Sant Paol d'ar Gorintidi ha 2 Kor evit Eil lizher Sant Paol d'ar Gorintidi.

Hervez Maodez Glanndour[1], e vefe bet skrivet ul lizher all etre an daou lizher a anavezomp goude « bezañ tremenet dre Gorintoz, gweladenn bet poanius-kenañ evitañ ». Anvet eo gant Paol al lizher-se « al lizher e kreiz an daeroù » (2 Kor 2, 3-9 ha 7, 8-12). Kollet eo bet. Hervez ar « Bible de Jérusalem »[2] e vefe 2 Kor 10-13 un darn eus al lizher e kreiz an daeroù  bet staget ouzh 2 Kor gant ar re o deus strollet skridoù an abostol.

Menegiñ a ra ar « Bible de Jérusalem » ul lizher all anvet gant ar viblourien « rak-kanonek » (so. 1 Kor 5, 9-13), kollet ivez, a c'hellfe bezañ roudoù anezhañ e 2 Kor 6, 14-7, 1.

Kavout a reer e 2 Kor tammoù ne glotont ket gant stil al lizher ouzhpenn. Bez e vefent bilhedoù berr bet lakaet el lizher gant ar re o deus stollet skridoù an abostol.

Piv en deus skrivet al lizher-mañ kemmañ

Ne gaver arguzenn a-bouez ebet evit soñjal ne vefe ket bet skrivet an destenn gant Paol Tars.

Pegoulz ha pelec'h e voe skrivet al lizher kemmañ

En Efezoz e oa Paol morvat pa skrivas al lizher-mañ evit respont da izili Iliz Korintoz a c'houlenne disklêriadurioù evit stourm ouzh ar reuz a oa en o iliz e 55 pe 57 un toullad mizioù a-raok an eil lizher.

Evit piv eo bet skrivet ? Peseurt kelennadurezh ? kemmañ

Tremenet en devoa Paol un triwec'h miz bennak e Korintoz e-kerzh e eil beaj misionañ goude e c'hwitadenn en Atena. Prezeget en doa er sinagogennoù ha d'ar baganed (50-52 GJK). Krouet en doa ur gumuniezh niverus o vodañ dreist-holl tud eus rummadoù etre hag izel ar gevredigezh[3].

Setu penaos e taolenn Maodez Glanndour ar gêr[4] : « Porzh-mor bras poblet gant tud kemmesket-kenañ, Gresianed, Romaned (soudarded kozh, sklaved frankizet), Reteriz a bep seurt, Yuzevion, e oa Korintoz, kêr-benn Ac'haia ur greizenn a vuhez diroll, kêr-benn an orgederezh er bed kreizdouarel […]. »

Heñvel eo deskrivadur ar « Bible de Jérusalem » hag ouzhpennañ a rae oa ur bern doareoù prederiañ ha relijionoù liesseurt o keveziñ eno.

Ne oa ket aes d'ar gristenien bevañ o feiz nevez eta.

Ouzhpenn e oa dizemglevioù en iliz abalamour da levezonoù a bep seurt ha dizurzhioù en emvodoù-lid, prosezoù etre kristenien dirak lezioù-barn ar gêr...

Pal kentañ lizher Paol d'ar Gorintidi (ma ne gonter ket al lizher « rak-kanonek » bet kaset a-raok ha kollet evidomp) a zo respont da c'houlennoù izili iliz Korintoz a glaske diskleriadurioù ha sikour.

« Paol a respont, met dre lakaat pep tra e sklerijenn ar feiz. N'eus nemet ur furnezh, hini Doue, n'eo ket hini poell an den ; ur wirionez, hini ar C'hrist ; un Iliz unan, korf ar C'hrist, an hini bet prenet gant e wad hag a vez santelaet gant ar Spered. Met ouzhpenn-se, penaos en em ren e degouezhioù ar vuhez ? An banvezioù sakr, al lidoù pagan ? Mirout diouto. Ar c'hig prenet er marc'had ? N'eus forzh pelec'h e teu. Derc'hel avat da santelezh ar Briedelezh... » a skriv Maodez Glanndour[5]

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. (br) Troidigezh an Testamant Nevez, eil levrenn, Al Liamm, 1971, p 353
  2. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p 1484
  3. (fr) La Sainte Bible, Cerf, 1961, p 1484
  4. (br) Digoradur da Lizheroù Sant Paol, eil lodenn troidigezh an Testamant nevez, Al Liamm, 1971, p 352
  5. (br) Digoradur da Lizheroù Sant Paol, eil lodenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm, 1971