Alain Bouchart
Alain Bouchart pe Alain Bouchard[1], bet ganet e Bourc'h-Baz war-dro 1440, marvet entre 1514 ha 1530 e Pariz, a oa ur gwiraour hag un istorour breizhat, hag ur brezhoneger er XVIvet kantved. Sekretour Frañsez II, Dug Breizh, e oa.
Gantañ eo bet skrivet Les Grandes Croniques de Bretaigne, hor c'hentañ levr istor Breizh moulet, a voe embannet e Pariz e 1514.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Alain Bouchart |
Anv-bihan | Alain |
Deiziad ganedigezh | 1440s |
Lec'h ganedigezh | Bourc'h-Baz |
Deiziad ar marv | 1530 |
Lec'h ar marv | Bourc'h-Baz |
Familh | Q3064972 |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | istorour, gwiraour, kronikour |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Buhez
kemmañEn noblañs e voe ganet ; kar e oa da Nicolas Bouchart, amiral breizhat eus ar XIVvet kantved. Ur maner anvet « Kerbouchard », ma kreder e oa bet ganet, zo e parrez Batz. Mab e oa marteze da Alain Bouchart, resevour e senesaliezh Gwenrann hervez un akta e 1434 (e 1432 e oa unan all er garg-se). Jacques Bouchart e oa e vreur henañ.
Kentañ ma kaver e sinatur e oa en 1471 en un akta e Gwenrann ma oa noter. E kentañ embannadur e Gronikoù e skriv er raklavar ez eo brezhoneger a-vihan, ha goulenn a ra bezañ digarezet ma skriv galleg fall. Betek fin an XIXvet kantved e komzed brezhoneg e Bazh.
War-dro 1471 e kemeras perzh gant tud uhel all a vro-Wenrann en un taol preizherezh enep tri lestr kenwerzh estren eus Genova, Alamagn ha Spagn hag a oa o verdeiñ war-dro ar Gerveur. Kemeret e voent, kaset da Nermouster, preizhet al listri ha kemeret madoù an dud. Prosez a voe dirak justis an dug, met n'ouzer ket penaos ec'h echuas.
E lez an dug
kemmañAlvokad e vije bet ur pennad, rak difenn ar vicher-se a ra en e skridoù. War-dro deroù ar bloavezhioù 1480 ez a da labourat gant e vreur henañ Jacques a oa sekretour e kañsellerezh an dug Frañsez II.
Sevel e vouezh a ra o welout planedenn ar c'hanseller Guillaume Chauvin (marvet er vac'h en Ebrel 1484}}), hag enebiñ a ra ouzh galloud Pierre Landais, hag en e Gronikoù e kont penaos e kouezhas Landais e mezheven 1485.
Levrlennadur
kemmañ- Alain Bouchart, Grandes chroniques de Bretagne, CNRS, 2013 (ISBN 978-2-271-07485-0). Un dibab eus e oberenn veur, embannet gant Marie-Louise Auger.
Liammoù diavaez
kemmañ- « Alain Bouchart, Grandes Chroniques de Bretagne : un compilateur et sa source » gant Marie-Louise Auger.
Notennoù
kemmañ- ↑ F. Guériff ha G. Le Floc'h, Terroirs du Pays de Guérande, Label LN, 2006 (ISBN 978-2-915915-14-3)