Alexandra Tavernier

Alexandra Tavernier, ganet d’an 13 a viz Kerzu 1993, e Savoia-Uhel, a zo un atletourez : bannañ a ra an horzh. Kemeret he deus perzh div wech er c’hoarioù olimpek : e 2016 e Rio hag e 2020 e Tokyo. Daoust ma oa ur plac’h eus ar menezioù, emañ o chom e bro Dreger abaoe 2016. Bevañ a ra e Plûned ha pleustriñ a ra e Plouilio evit-prientiñ kampionadoù ar bed.

Restr:Alexandra Tavernier 2024.webp

He yaouankiz

kemmañ

Sakr eo ar sport-se e familh Alexandra Tavernier, deskiñ a reas gant he zad, hag he breur ivez a bleustre ar sport-se. Er bloavezhioù 2000 (7 vloaz e oa) he doa paouezet gant ar VTT. Choazet he doa goude-se deskiñ atleterezh e kleub Annecy Haute-Savoie Athlétisme (AHSA). Alexandra a oa aet kuit eus he bro (ar Savoia-Uhel) peogwir e oa ret dezhi mont da studiañ ergoterapiezh ha da bleustriñ war ar sport a live uhel e Pariz, en Insep (Ensavadur broadel ar sport, ar prizachañ hag an efedusted).

E 2012, a-boan 3 bloaz goude bezañ kroget, he doa gounezet kampionad ar bed ar re junior.

Meur a wech he deus lavaret e oa diaes-kenañ bevañ diouzh he sport hag alies ne oa ket mui a arc'hant ganti e fin ar miz daoust dezhi bezañ kampionez Frañs. An direizhder etre merc’hed ha paotred a dle c’hoari e-barzh he gopr[1].

E 2018, divizet he doa kêr Lannuon serriñ dorioù he stad da Alexandra Tavernier, un nebeud mizioù a-raok kampionadoù Europa, e Berlin. He gourdoner ha mestr, dalc’her rekord Frañs evit bannañ an horzh abaoe ar bloaz 2000, e oa Gilles Dupray. Mont a reas neuze da bleustriñ da Landerne, ha da heul da Blouilio, ur gumun he doa gallet sevel ur gaoued diouzh ar reolennoù etrebroadel[2].

Abaoe 2022 e vez gourdonet gant he zad : Christophe Tavernier.

Prizioù

kemmañ

E 2012, e Barcelona, he doa tapet titl kampionez ar bed junior evit bannañ an horzh. E miz Mezheven 2015 e savas ur rekord spi nevez e Frañs gant ur vannadenn da 74,05 metr, ar pezh a roas tro dezhi da gemer perzh e kampionad ar bed e Beijing. E 2018 he deus gounezet ar vedalenn arc'hant e kampionad Europa Berlin. Abaoe 2018 ez eo dalc’het ganti rekord Frañs bannañ an horzh, gwellaet he deus anezhañ e 2021 gant ur vannadenn da 75, 38 metr e kampionad Frañs. Darbet e voe dezhi gounit ur vedalenn e C'hoarioù Olimpek Tokyo e-lec’h he deus echuet pedervet[3].

Mammennoù

kemmañ