Alfonso VIII Kastilha

(Adkaset eus Alfonso VIII)

Alfonso VIII Kastilha (1155-1214) a voe roue Kastilha war-lerc'h e dad Sancho III Kastilha (1134-1158) ; a-hed e ren e vrezelas ouzh e genderv Alfonso IX León (mab da Fernando II León) hag ouzh an Almohaded ; trec'h e voe war ar re-se en emgann Las Navas de Tolosa e 1212, skoaz-ouzh-skoaz gant [Pedro II Aragon|Pedro II el Católico]], roue Aragon, ha Sancho VII el Fuerte, roue Navarra.

Alfonso VIII Kastilha

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimeziñ a reas da Leonor Plantagenêt, merc'h da Herri II Bro-Saoz ha d'e bried Eleanora Akitania. Dek bugel o doe da vihanañ, muioc'hik moarvat.

E varv

kemmañ

Pa varvas Alfonso VIII e 1214 e voe beziet e Manati las Huelgas de Burgos, bet diazezet gantañ. E vab Enrique (1204–1217) a voe anvet da roue Kastilha war e lerc'h : dek vloaz hepken ne oa, ha mervel a reas tri bloaz goude. E c'hoar Berenguela Iañ Kastilha a renas neuze a-raok lezel ar gurunenn gant he mab Fernando III Kastilha.