Alfred Lajat
Alfred Lajat, ganet d'an 10 a viz Eost 1872 e Kintin ha marvet d'ar 26 a viz Here 1958 e Naoned, a oa mouller ha rener kazetennoù. Ezel e voe eus Gorsez Barzhed Breizh, gant an anv barzh Mab An Argoat[1].
E vuhez
kemmañMab d'un apotiker e oa Alfred Lajat. E-pad ur pennad en doa bet c'hoant da vont da veleg met dilezel a reas ar soñj ha dont da vezañ komis noter.
War ali Frañsez Vallée e prenas ar gazetenn sizhuniek La Résistance, e 1898. Ober a reas anaoudegezh gant Frañsez Jaffrennou, a oa kenderv d'e wreg, Marie-Angèle Jaffrennou. Asambles gant Jaffrennou e savas Ti Kaniri Breiz ha mont a reas e-barzh Gorsez Barzhed Breizh asambles gantañ ivez, e 1910, gant an anv Mab an Argoat.
E 1905 e oa deuet da vezañ eil-prezidant an Union Régionaliste Bretonne, met e zilez a roas e 1909.
Pa voe krouet ar gazetenn divyezhek Ar Vro gant Jaffrennou e 1904, e kutaas Lajat renerezh La Résistance ha kemer a reas penn Ar Vro. E 1906 e prenas un ti-moullañ e Montroulez hag ennañ e voullas meur a gazetenn vreizhek ha meur a levr brezhonek :
- ar sizhunieg L'Écho du Finistère, savet gantañ e 1905, ur gazetenn "rannvroelour" hag a zeuas er-maez betek 1912 ;
- Buhez Breiz, ar gelaouenn viziek krouet gant Pêr Mokaer ;
- ar gazetenn sizhuniek Mouez ar Vro, krouet gant e vignon Francis Gourvil ;
- ha meur a levr, evel an Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur, Bleuniou Yaouankiz gant Aogust Bôcher, An Divroet gant Maoris Nikolaz...
E 1927 ez eas war e leve hag e kuitaas Montroulez da vont da Naoned. Eno e savas ur c'helc'h keltiek, gant un nebeud tud all evel Paul Ladmirault, e 1929. E Naoned e varvas d'an oad a 86 vloaz.
Levrlennadur
kemmañ- Lukian Raoul, Un siècle de journalisme en Bretagne, Ar Gelveneg, Le Signor, 1981, pp. 473–474.
Notennoù
kemmañ- ↑ Philippe Le Stum, Le Néo-druidisme en Bretagne, Ouest-France, 1998, (ISBN 2-7373-2281-2), p. 45