Alkyone
(Adkaset eus AlkIone)
Alkyone (henc'hresianeg : Ἀλκυόνη Halkyónēa, "diredig") oa merc'h da Aiolos (mestr an Avelioù), pe da Aiolos (mab da Hellen), e mojennoù Henc'hres.
Dimezet e oa Alkyone da Geiks ha gwenn e oa bed an daou bried en Trac'his; hervez Pseudo-Apollodoros e raent "Zeus" ha "Hera" an eil eus egile, dre fent, ma konnaras an doue meur Zeus.
Un deiz ma oa aet Keiks war vor da-gaout un orakl, gouez da Ovidius, e skoas Zeus e lestr gant ar c'hurun. Morfeus neuze, e stumm Keiks, a deuas en hunvre Alkyone da zegas ar c'heloù, ma en em daolas ar vaouez er mor gant ar glac'har. Gant an druez outo e reas an doueed o soñj treiñ an daou bried en evned anvet alkioned diwar hec'h anv-hi, alese ar c'herentiad Alcedinidae.