Alkathoos
Alkathoos (henc'hresianeg : Ἀλκάθοος) a oa roue Megara e mojennoù Hellaz kozh. Mab e oa da b-Pelops hag Hippodameia. Dimeziñ a reas da Euaic'hme. Daou vab en doe ganti, Isc'hepolis ha Kallipolis, ha meur a verc'h (Ifinoe, Periboia hag Aotomedousa).
Adsevel a reas mogerioù Megara goude ma voent distrujet gant Minos. Lazhañ a reas unan eus e vreudeur, C'hrysippos, hag e vab Kallipolis.