Troad allativel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad allativel (saoz.: allative case, diwar al latin: allāt-, afferre "degas") evit komz eus un droad-lec'hiañ o verkañ ur c'hemm lec'hiadur, o klotaat mui-pe-vui gant an araogenn "(betek) war" e brezhoneg.
- Yezhoù skouer:
Unan eus ar pemp zroad implijet gant ar yezhoù finnek eo an droad allativel, en o zouez ar finneg hag an estonieg, da skouer e finneg, merket gant al lostger -lle:
- pöytä ("taol") → pöydälle ("(betek) war an daol")
Disheñvel eo ster an draod-mañ diouzh hini an droad adesivel a dalvez da verkañ ur stad hep kemm lec'hiadur, o klotaat ivez gant an araogenn "war" e brezhoneg (kv. "on" e saozneg, disheñvel diouzh ar stumm allativel "onto").
Implijet e vez, ral a-wezh er yezhoù a-vremañ avat, an droad allativel gant ar yezhoù baltek, en o zouez al lituaneg, merket gant al lostger "-op" (berraet diwar ar stumm leun "-opi"), hag al latveg merket gant al lostger "-up.
- Da skouer e lituaneg:
- velniop! ("d'an diaoul!", d.l.e "war an ifern")
- rudeniop ("war-du/da geñver an diskar amzer")
- vakarop ("tro-dro da serr-noz")
- Da skouer e latvieg:
- mājup ("war-du/d'ar gêr")
- kalnup ("d'ar c'hrec'h")
- lejup ("d'an traoñ")
Mammennoù:
kemmañ