Aloubadeg Gwiana c'hall
Aloubadeg Gwiana c'hall zo un abadenn eus istor Portugal ha Brazil, e deroù an XIXvet kantved, hag a c'hoarvezas e-kerzh Brezel dieubidigezh Spagn.
D'ar poent-se e oa repuet João, priñs rejant Portugal, da-heul aloubadeg Portugal gant an arme c'hall. Se zo kaoz e fellas dezhañ kas an dorzh d'ar gêr ha mont da aloubiñ Gwiana c'hall e 1809. Mont a reas bagadoù eus Portugal ha Brazil, gant harp ar morlu saoz, da lakaat seziz war gêr Gayenne, kê-rbenn an drevadenn c'hall.
Ar Saozon ne gasjont nemet ul lestr-brezel, HMS Confiance, met ampart e oa ar c'habiten James Lucas Yeo hag e vartoloded.
Chom a reas soudarded Portugal eno betek miz Du 1817, daou vloaz goude emgann Waterloo e 1815, distro ar roue Loeiz XVIII ha kendalc'h Vienna.
Daskoret e voe o zrevadenn d'ar C'hallaoued neuze.