Alwena
anv merc’hed
Alwena (pe Alwenna a-wechoù) zo un anv-badez a vez roet d'ar merc'hed e Kembre, hag e Breizh abaoe ma'z eo bet embannet en deiziadurig brezhonek(Daveoù a vank).
Orin
kemmañGallout a rafe an anv-se dont
- pe eus an anv Alc'houen (taol-mouezh war ar silabenn diwezhañ), sant enoret e Plogoneg, e Kerne-Izel, hag en deus roet e anv d'ur gêriadennig, Sant-Alc'houen,
- pe eus ar stêr Alwen e hanternoz Kembre, adstêr d'an Dyfrdwy.
Kembre
kemmañAnavezet eo an anv e Kembre, met ral eo.
E gavout a reer e titl ul levr saoznek embannet e Kembre : Alwena’s Garden, gant Mary Oldham, embannet gant Gwasg Gomer ha Pont Books, hag a voe loreet gant Gwobr Tir na n-Og e 1998.