Alys Bro-C'hall (1160 – c. 1220), a oa ur briñsez c'hall, ha kontez Vexin. merc'h e oa d'ar roue gall Loeiz VII (1120-1180), ha d'e eil pried Constanza Kastilha. Hanterc'hoar e oa da Fulup II.

Alys Bro-C'hall
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAdèle de France Kemmañ
Anv-bihanAdèle Kemmañ
Anv-familhtalvoud ebet Kemmañ
Titl noblañsKont Kemmañ
Deiziad ganedigezh4 Her 1160 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRouantelezh Bro-C'hall Kemmañ
Deiziad ar marvtalvoud dianav Kemmañ
Lec'h ar marvPonthieu Kemmañ
TadLoeiz VII Kemmañ
MammConstanza Kastilha Kemmañ
Breur pe c'hoarFulup II an Aogust, Marc'harid Bro-C'hall, Agnès de France, Alice of France, Marie de France Kemmañ
PriedWilliam IV, Count of Ponthieu Kemmañ
Kompagnun(ez)Herri II Kemmañ
BugelMarie, Countess of Ponthieu, daughter d'Anjou Kemmañ
FamilhTiegezh Capet Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherfeudatory Kemmañ

He buhez

kemmañ

Hanterc'hoar e oa da Marie de Champagne hag Alix de France, bugale Loeiz hag Eleanora Akitania, ha c'hoar yaouankañ Marguerite Bro-C'hall. O mamm a oa addimezet d'ar roue saoz Herri II. Pemp sizhun goude marv Constance, o c'henel Alys, ec'h addimezas ar roue da Adèle Champagn, ha ganti en doe daou vugel all, hag en o zouez ar mabig a deuas da vout Fulup II.

E Genver 1169 e voe sinet un emglev etre ar rouaned Loeiz ha Herri evit dimeziñ Alys, merc'h Loeiz, da Richarzh, mab Herri. Ha kaset e voe Alys, eizh vloaz dezhi, da Vro-Saoz, hervez ar c'hiz.

Marv Herri II

kemmañ

Goude marv e dad Herri II Plantagenêt, d'ar 6 a viz Gouhere 1189, e voe degaset Alys d'e vab Richarzh da Rouen, en C'hwevrer 1190. En 1191 e kasas keloù da roue Bro-C'hall, he breur Fulup II, ne oufe ket dimeziñ d'ar briñsez c'hall abalamour d'an dizenor a oa warni hervezañ.

En aner e klaskas Fulup he reiñ da bried da Yann Dizouar, breur yaouankoc'h Richarzh.

A-benn ar fin e timezas anezhi d'an 20 a viz Eost 1195 da Guillaume II Talvas (war-dro 1178-1221), kont Ponthieu. Evel argouroù e roe kontelezh Eu, kontelezh Arques hag ur brestadenn 5000 mark.

he bugale

kemmañ
  • Marie de Ponthieu (a-raok 1199 - † 1250), a zimezas div wech:
    • da Simon de Dammartin († 1239), kont Aumale ha Dammartin, hag a oa pennhêr kontelezh Ponthieu;
      • da Mathieu de Montmorency († 1250).
  • Jean II de Ponthieu (1199 - † 1214) .