Amadeu José Ferreira (Sendim, 29 Gouere 1950 - Lisbon, 1añ Meurzh 2015) a oa ur c’helenner, alvokad ha skrivagner portugalat en deus labouret evit adsevel ar mirandeg[1].

Studioù war ar gwir en deus graet ha labouret en deus evel kelenner e kevrenn ar gwir e skol-veur nevez Lisbon.

Troet en deus a bep seurt traoù e mirandeg : oberennoù lennegel portugalek evel da skouer Os Lusíadas gant Camões, Mensagem gant Pessoa, pe c’hoazh skridoù klasel latin gant Horatius, Virgílius pe Catullus, pevar aviel an Testamant Nevez pe daou eus albomoù Astérix ar Galian.

Skridoù savet gantañ en deus embannet ivez : barzhonegoù, skridoù komz-plaen pe pennadoù a bep seurt embannet e meur a gelaouenn pe er gazetenn bemdeziek Público.

Bez’ e voe e penn an Associació de Llengua i Cultura Mirandesas, koulz hag e penn an Acadèmia de Lletres de Trás-os-Montes. Kannad e voe ivez e parlamant Portugal, etre 1980 ha 1982, en anv ar gostezenn União Democrática Popular (UDP)[2].

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ