Amerigo
Amerigo zo un anv-badez italianek.
Gerdarzh
kemmañDont a ra eus an anv germanek Haimirich pe Haimerich, savet diwar haimi (ti, bro) ha rich (galloudek), a c'haller kompren evel "galloudus en e vro" pe, en un doare all met tost a-walc'h, evel "roue ar vro". Diwar an anv-se eo e teuas Heinrich, ha neuze Henry, ha Herri hag an holl stummoù kar.
E latin e teuas da vout Aimericus pe Amerigus, hag alese da Amerigo en italianeg, hag a droio da Arrigo hag Enrico.
Adstummoù
kemmañ- Paotred: Emerico, Almerigo, Almerico.
- Berstummoù : Merigo, Merico.
- Plac'hed: Ameriga, America, Almerica.
Yezhoù arall
kemmañ- Alamaneg: Emmerich
- Esperanteg: Emeriko
- Galleg: Aimeric, Aymeric, Aymery,
- Hungareg: Imre
- Poloneg: Emeryk
- Spagnoleg ha portugaleg : Américo
Tud
kemmañ- Amerigo Vespucci (1454-1512), marc'hadour italian ha moraer; e anv a voe roet da Amerika, hag ivezd'an traoù-mañ:
- Amerigo Vespucci (A 5312), ul lestr eus morlu Italia
- Ponte Amerigo Vespucci, ur pont e Firenze, en Italia;
- Almerico d'Este, condottiero, mab da Francesco Iañ d'Este (1610-1658).
- Amerigo Dumini (1894-1967), ur faskour italian;
- Amerigo Iannacone, barzh
- Amerigo Leber, livour impressionista
- Amerigo Bartoli, livour ha skrivagner italian.
- Amerigo Tot, kizeller hungarat,
- America Ferrera, aktourez stadunanat.
Traoù
kemmañ- Amerigo (albom), un albom gant Francesco Guccini