Amouroustet eun den coz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Amouroustet eun den coz, pe Amouroustet eun den coz pêvar huguent bloaz Pehini so orguet à vez à eur plach jaoanc hen oad a chuezecq bloaz etc, hervez an titl en e hed, a zo un oberenn a zo bet kavet roudoù anezhi er geriadur savet gant Loeiz ar Pelleter, embannet e 1792 gant Dom Ch. Taillandier hag e-barzh un dornskrid savet gant ar Pelleter ivez. Siwazh, tra ma oa un tamm huderezh en oberenn-mañ, ez eo bet kollet an darn vrasañ eus ar skrid orin; adskrivet en deus pozioù, gwerzennoù pe c’herioù hag a zo dedennus da studiañ.
Embannet e oa bet al levrig en doa talvezet d'ar Pelleter er bloaz 1647 e Montroulez.
Roparz Hemon en deus lakaet ar roudoù-mañ e-barzh al levr en deus savet dindan an anv La Destruction de Jérusalem.
Arroudoù
kemmañNiveroù an arroudoù eo ar re a gaver en embannadur Roparz Hemon ha Gwennole ar Menn (gwelet al levrlennadur)
Krennvrezhoneg [705] |
Brezhoneg a-vremañ |
Sellit an histor an chatal cornecq, [...] Yd da Scoet Breiz heno eus reiz vat, [...] Hastit ho distaq rac na drintaquach, [...] Ac he startit tout a het ho pouttou [...] So hen he bragaou barbaou dezraouhet [...] Sell n'endequet flacq na vacq va bacquet [...] Na compsit quet diff muy he seurt libot. [...] Oll chaçç Sant Malou à bleizy Daoulas, |
Sellit istor ar chatal kornek, [...] It da “Skoed Breizh”, eno ez eus reizh vat, [...] Hastit ho tistag rak na "drintakfec’h", [...] Hag e staotit tout a-hed ho potoù [...] Zo en e vragoù, barbaou deraouet [...] Sell, nend eo ket flak na vak va baked (= sac’h) [...] Na gomzit ket din mui a seurt liboud [...] Holl chas Sant Maloù ha bleizi Daoulaz, |
Erotegezh
kemmañMeneget e vez a-wechoù evel ur skrid erotek : druz eo ar yezh, n'eo ket trawalc'h evit komz eus erotegezh.
Levrlennadur
kemmañ- (Troet ha notennaouet gant) Roparz Hemon, Les fragments de La Destruction de Jérusalem et des Amours du vieillard, (gant ur stagadenn savet gant kenlabour Gwennole ar Menn), The Dublin Institute for Advanced Studies, 1969.