Amsindeton
War dachenn ar yezhoniezh hag ar yezhadur dreist-holl e implijer an termen amsindeton pe kenurzhierezh amsindetek (e saozneg: asyndeton pe asyndetic coordination, diwar ar henc'hresianeg α-; 'am-' mui δεῖν (< δέω); 'liammañ; stagañ') evit komz eus savadennoù kevrennek ma vez liammet daou gedrann pe muioc'h (frazennoù, rannfrazennoù...) an eil re ouzh ar re all hep stagell kenurzhiañ ebet, da skouer:
War live an dielfennadur kevreadurezhel eo tost-kenañ ar c'henlavarennoù asindetek ouzh ar parataksis, ken tost ma c'hell bezañ diaes lakaat an diforc'h kentereze zoken.
Implijet e c'hell bezañ evel un elfenn stiloniezh evit reiñ ul lusk prim pe primoc'h d'un destenn hag evit pouezañ war un elfenn resis bennak.