Parataksis
War dachenn ar yezhoniezh hag ar yezhadur dreist-holl e implijer an termen parataksis (e saozneg: parataxis, diwar an henc'hresianeg παρά pará; 'e-kichen' mui τάξη táksi; 'urzh') evit komz eus un urzhiad savadennoù yezhadurel ennañ kedrannoù (frazennoù, rannfrazennoù, islavarennoù, pennlavarennoù...) liammet an eil ouzh egile hep stagelloù, da skouer:
War live an dielfennadur kevreadurezhel eo tost-kenañ ouzh ar c'henlavarennoù amsindetek, ken tost ma c'hell bezañ diaes lakaat an diforc'h kentereze zoken.
Krouet e oa bet an termen[1] gant Friedrich Thiersch en e levr "Greek Grammar" ('Yezhadur ar gresianeg') embannet e 1831. Goude ma oa bet implijet gantañ evit ar wezh-kentañ-se gantañ war un dachenn reisis ha strizh eo aet war diorren ha war ledanaat ster an termen betek ma vez implijet e meur a doare disheñvel hiziv, a-wezhoù gant sterioù disheñvel-krenn pe kontrol zoken.[1]
Studiet ha dielfennet e c'hell ebzañ ar parataksis o derc'hel kont eus tri live pe neuz disheñvel:[1]
- an neuz psikologel;
- an elfennoù hag ar savadennoù yezhadurel lakaet e pleustr evit krouiñ ul liamm parataksek;
- dielfennadur ar struktur kevreadurezhel
Ar bep pouezusañ gant ar parataksis eo kompren e c'hell bezañ liammet div elfenn tu pe du daoust ha ma ne vez ket implijet un elfenn yezhadur (ur stagell...) evit o liammañ an eil ouzh eben. Da lâret eo n'eo ket emren an div elfenn-se.
Keñveriit ar skouerioù-mañ:
- "Brav e oa an amzer. (Ø) Mont a raemp da bourmen."
- "Brav e oa an amzer; (Ø) mont a raemp da bourmen."
- "Brav e oa an amzer ha ha ni o vont da bourmen.""
- "Brav e oa an amzer, neuze ec'h aemp da bourmen.
Daoust ha ma c'hell seblantout bezañ emren an div elfenn (an div frazenn) en div skouer gentañ war al live kevreadurezhel dre ma n'eus liamm yezhadurel sklaer kenetreze hag er skouer gentañ int dispartiet gant ur poent zoken, e gwirionez eo ken liammet ar frazennoù en div skouer gentañ hag en div skouer diwezhañ war live semantikel ha psikoyezhoniel.
Er yezh komzet e teu da vezañ sklaeroc'h hag-eñ emañ liammet un elfenn ouzh eben daosut d'an diouer a stagelloù dre implij ton ar vouezh hag ivez al lusk: peurliesañ pa gemm al lusk pe pa chomer a-sav etre div elfenn emañ div liamm ha pa kedalc'her gant an hevelep lusk ha gant ehanoù bihan kentreze e talvez da verkañ emañ liammet kentreze div elfenn.
Implij war dachenn al lennegezh
kemmañImplijet e vez ar parataksis war dachenn al lennegezh evel un elfenn stiloniezh evit sevel frazennoù gante ul lusk reis hep rankout implijout stagelloù yezhadurel dre ma c'hell bezañ komprenet gant al lennerion/ezed emañ liammet an eil frazenn ouzh eben hepte.
A-drugarez da implij ar parataksis e c'heller ober gant frazennoù berr pe berroc'h evit tostaat ar fedoù ouzh al lennerion/ezed hag abalamour da se e vez implijet alies gant an istorourion/ezed hag ar skrivagnerion/ezed, dreist-holl a re a sav romantoù polis.
Implijet ivez e vez war dachenn ar varzhoniezh, alies evit lakaat keñver-ouzh-keñver div elfenn disheñvel-krenn an eil diouzh eben evit ma klaskfe pep lenner/ez goût pe hini eo al liamm kenetreze ha ster an hollad.
Implijoù all
kemmañImplijet eo bet ivez an termen parataksis, ledanaet e ster, war dachenn ar studioù sevenadurel evit komz eus oberennoù arz ma vez lakaet keñver-ouzh-kñver elfennoù disheñvel hep ma vefe kenetreze ul liamm nag un urzh sklaer, da skouer oberennoù Robert Rauschenberg ha meur a c'hlip video savet evit sonerezh a-vremañ.
Gwelit ivez:
kemmañDaveoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Edward Parmelee Morris, "On Principles and Methods in Latin Syntax" (1901), Chapter VI: "Parataxis"